Simo Häyhä
From Wikipedia, the free encyclopedia
Simo Häyhä (distaget: /ˈsimo ˈhæy̯hæ/ (selaou )), bet ganet d'ar 17 a viz Kerdu 1905 e Rautjärvi[1] ha marvet d'ar 1añ a viz Ebrel 2002 e Hamina, a oa ur soudard finn gwelet evel ar gwellañ tenner-resisted a-viskoazh. E-pad ar Brezel Goañv (1939-1940) etre Finland hag URSS e voe lesanvet Häyhä an « Ankoù gwenn » (finneg: Valkoinen kuolema; ruseg: Белая смерть, Belaya smert’) gant soudarded an Arme ruz, a glaskas lazhañ anezhañ gousto pe gousto hep dont a-benn. Etre 500 ha 700 soudard soviedel a vije bet lazhet gantañ.[2]