![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a4/Olav_den_helliges_saga_-_Skalden_Berse_-_C._Krogh.jpg/640px-Olav_den_helliges_saga_-_Skalden_Berse_-_C._Krogh.jpg&w=640&q=50)
Skald
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur Skald, pe skáld (norseg: [ˈskald]; islandeg: [ˈskault], hag a dalv "barzh"), zo barzhed brudet hag a ra ar varzhoniezh "skald". Daou zoare a zo d'ober barzhoniezh norsek, an hini kentañ eo ar varzoniezh "skald", an eil eo barzhoniezh an Edda, dizanv anezhe. Ar varzhoniezh skald a veze graet war un degouezh ispisial, war ar prim a-wezhioù, Gallout a rae ar varzhoneg bout hir a-walc'h pe gant ur werzenn nemetken (lausavísur). Ar barzhonegoù skald a oa pinvidikoc'h e-keñver ar frammadurezh hag al lavarerezh eget barzhoniezh an Edda, peogwir e veze arveret kenningoù hag heitioù (seurt treuzskeudennoù gant troadelloù pe heñvelsterioù), kenweadurioù, en ur ober gant ar metr anvet dróttkvætt.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a4/Olav_den_helliges_saga_-_Skalden_Berse_-_C._Krogh.jpg/640px-Olav_den_helliges_saga_-_Skalden_Berse_-_C._Krogh.jpg)