From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Spedizione dei Mille, ergerzhadeg ar mil, e 1860, zo un abadenn eus istor unvanidigezh Italia , ar Risorgimento.
Er bloaz-se e loc'has mil nav ha pevar-ugent a soudarded gouestlet, dindan urzhioù Giuseppe Garibaldi, e nozvezh ar 5 ha 6 a viz Mae, eus aod Quarto, e Genova e Rouantelezh Sardigna, etrezek Sikilia, e Rouantelezh an Div Sikilia.
Berzh a rejont. Aloubiñ a rejont Rouantelezh an Div Sikilia, dalc'het betek neuze gant an Tiegezh Bourbon, ha staget e voe ar vro ouzh Rouantelezh Sardigna. Goude-se e voe krouet Rouantelezh Italia d'ar 17 a viz Meurzh 1861.
Hennezh e oa an ober nemetañ a voe emglev diwar e benn etre "pevar zad ar vroad" : Giuseppe Mazzini, Giuseppe Garibaldi, Vittorio Emanuele II Roue Sardigna, ha Camillo Cavour, rak disheñvel e oa palioù pep hini anezho.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.