From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen steudadur dre skeul-renk pe merkadur eeun-gin (saoz. hierarchical alignement pe direct-inverse language) evit komz eus ur steudadur morfologel-kevreadurezhel pa vez lakaet an diforc'h yezhadurel etre arguzenn rener/graer un ober displeget gant ur verb diouzh un tu hag arguzenn renadennoù ur verb gant merkoù o tennañ da urzhaz (saoz. salience) pep arguzenn an eil e-keñver eben.
Daoust ha ma c'hell bezañ implijet ur sistem dre skeul-renk evit merkañ ar verboù e c'hell ur yezh bennak merkañ an anvioù-kadarn oc'h implijout steudadurioù morfologel-kevreadurezhel a bep seurt.
Implijet e vez frammadurioù eeun ha framamdurioù gin gant yezhoù gante ur steudadur dre skeul-renk:
Kavet e vez yezhoù implijet gante ur steudadur dre skeul-renk en Amerika dresit-holl:
En ojibweg, da skouer, e vez renket urzhaz ar gourioù yezhadurel evel-hen, o vont eus ar renk uhelañ betek ar renk izelañ:
eil gour > kentañ gour > trede gour tostañ (an hini pouezusañ er gomzadenn) trede gour pellañ (an hini gantañ an nebeutañ a bouez er gomzadenn)
Ne vez ket implijet troadoù gant an ojibweg ha diforc'het e vez arc'hwel ar rener diouzh hini ar rener a-drugarez da implij al lostgerioù a dalvez da verkañ ar framamdur eeun diouzh un tu hag ar frammadur gin diouzh an tu all.
Pa vez merket un arguzenn gant al lostger eeun e talvez emañ unan a renk uhelañ o kas da benn un ober gouzañvet gant unan a renk izelañ, da skouer an hini emeur o komz outañ (trede gour tostañ) war-du an hini a zo o komz (trede gour pellañ), da skouer:
obizindawaan | |||
o- | bizindaw | -aa | -n |
3- | selaou.ouzh | -EEUN | -3TOSTAÑ |
"Selaou a ra ouzh egile/eben" |
hag ar c'hontrol pa vez merket un arguzenn gant al lostger gin a dalvez p'emañ unan a renk izelañ o kas da benn un ober gouzañvet gant unan a renk uhelañ, da skouer an hini a zo o komz (trede gour pellañ) war-du hini emeur o komz outañ (trede gour tostañ), da skouer:
obizindawigoon | |||
o- | bizindaw | -igoo | -n |
3- | selaou.ouzh | -GIN | -3PELLAÑ |
"Egile/Eben a selaou outañ/i" |
Evel ma tiskwel ar skouer-mañ eo ar merkadur eeun/gin a dalvez da c'hoût pe hini eo rener ar frazenn ha pe hini eo ar renadenn dre keñveriañ o renk urzhaz, rak n'eus merk morfologel (troadoù ebet all na gem kevreadurezhel, da lâret eo ne gemm ket ur ar gerioù etre an eil frazenn hag eben.
Bez' e c'heller sevel frazennoù en tu-gouzañv ivez er yezhoù implijet gante ur steudadur dre skeul-renk, da skouer:
bizindaawaa | |||
bizindaw | -aa | ||
selaou.ouzh | -TU-GOUZAÑV | ||
"Selaou a reer outañ/i / Selaouet e vez outañ/i" |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.