Théodore Chassériau
livour galleg / From Wikipedia, the free encyclopedia
Théodore Chassériau a oa ul livour gall. Ganet eo bet d'an 20 a viz Gwengolo 1819 e Santa Bárbara de Samaná (bremañ er Republik Dominikan). Aet eo da Anaon d'an 8 a viz Here 1856 e Pariz.
Tremenet en deus bloavezhioù kentañ e vuhez war enezenn Hispaniola ("Santo Domingo" pe "Saint Domingue") e El Limón de Samaná. Savet eo bet gant e vamm Marie-Madeleine Couret de la Blaquière (1791-1866). Ne veze ket gwelet e dad alies. Bet eo bet Benoît Chassériau ministr an Diabarzh Simón Bolívar e-pad ur mare, koñsul Frañs e Puerto Rico. Ar mab henañ Frédéric-Victor-Charles Chassériau a rae war-dro ar familh hag a lakas e vreudeur ha c'hoarezed da zont da Bariz e 1822.
Bet eo bet Théodore Chassériau skoliad Dominique Ingres etre 1830 ha 1834. Dedennet eo bet Thépophile Gautier gant oberennoù Chassériau adalek ar bloavbvezhioù1 1830. Kejet o doa pa oa Chassériau 14 vloaz ha prizañ a reas e oberennoù er gelaouenn La Presse. E 1839 e tiskouezas Chassériau Suzanne au baine saloñs al livourien. E 1840 ez eas da Roma gant al livour Henri Lehman. Eno e livas poltred Henri-Dominique Lacordaire.
Bamet oa ouzh oberenn Eugène Delacroix ha dedennet eo bet gant ar "Reter". Pedet e voe gant kalif Konstantin (Aljeria) Ali Ben Ahmed e 1846 . Livadurioù emgannoù war varc'h pe merc'hed Aljer a reas eno. Diskouez a reont e varregezh evit ar fiñv hag al livioù.
Kuzuler Stad a oa e vreur henañ hag ur mignon da Alexis de Tocqueville. Sikouret en deus anezhañ da gaout urzhiad murlivadurioù skalier bras Lez ar C'hontoù a oa d'ar mare-se e Palez Orsay a zo bet devet e-pad Kumun Pariz. Livet int bet etre 1845 ha 1848 met ne chom nemet un toullad tammoù hag a zo miret el Louvre. E-touez e oberennoù pouezusañ e oant.
En e doare e veske levezon stumm klasel Ingres hag hini entan romantel Delacroix.
Bet eo bet ar gomedianez Alice Ozy e vestrez e-pad daou vloaz.
Bet eo bet graet merc'heg al Lejion a enor d'an 3 a viz Mae 1843.
Aet eo da Anaon en e ranndi 2, straed Fléchier e 9vet arondisamant Pariz d'an 8 a viz Here 1856. 37 vloaz e oa.
Reiñ a reas e vreur henañ damdresadennoù e vurlivadurioù da gêr Pariz. Klaz eus e oberennoù zo bet roet da virdioù broadel Frañs : e 1936 unan eus e gendirvi a roas 74 livadur ha 2200 tresadenn bennak en doa dastumet a-hed e vuhez.
Gellout a reer gwelout oberennoù Chassériau hirie el Louvre (ur sal a zo gouestlet dezho eno), e Mirdi Orsay, e Metropolitan Museum New York, e Fogg Art Museum Skol-veur Harvard pe e National Gallery of Art Washington, D.C. peutgetket...
Mirdioù amerikan evel Detroit Institute of Arts, Museum of the Art Rhode Island School of Design, J. Paul Getty Museum ehag Art Institute of Chicago o deus oberennoù gant Chassériau ivez.
An diwezhañ diskouezadeg vras diwar e benn a zo bet dalc'het e 2002 er Grand Palais e Pariz a-raok mont d'ar Metropolitan Museum e New York hag e Mirdi an Arzoù-Kaer e Straßburg.
Interet eo bet e bered Montmartre e Pariz.