Ti Vatriona
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ti Vatriona (e rusianeg : Матрёнин двор,"Matrionin dvor") zo un danevell hir, – naontek pajenn ha tri-ugent anezhi – gant Aleksandr Soljenitsyn bet troet gant ar skrivagner tregeriat Ernest ar Barzhig, hag embannet gant Al Liamm e miz Ebrel 1976.
Kenkent ha 1959 e oa bet savet an destenn orin gant ar skrivagner rusian hag embannet er gelaouenn lennegel Novy Mir (Bed Nevez) e 1963. Tri bloaz diwezhatoc'h, goude bezañ bet troet e galleg, e oa bet embannet gant an Editions Julliard.