Tiber (stêr)
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Tiber (Tevere en italianeg) zo ur stêr italian zo hec'h eien er menez Fumaiolo, 1 268 m a uhelder, en Apenninoù Toskana. Treuziñ a ra bro Ombria en ur ober tro Perugia dre ar reter, ha dourañ a ra kêr Roma hag al Lazio a-raok en em deuler er mor Tirrenia dre un delta. Trede stêr hirañ Italia eo goude ar Po hag an Adige.
- Gant ar ger Tiber e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Tiber (disheñvelout).
Tiber | |
---|---|
Statud | {{{14}}} |
Hirder | 405 km |
Uhelder an eienenn | 1 268 m |
Kas keitat | 230 m³/s |
Gorread an diazad | 17 375 km² |
Bro(ioù) douret | Italia |
Diazad stêrioù | |
En em daol e | Mor Tirrenia |
Ledander er genoù | |
Andon | {{{11}}} |
Adstêrioù | {{{12}}} |
stêr • hidrologiezh |
Hec'h adstêrioù pennañ a ya d'o ober ar Chiani, kresket gant ar Paglia a dremen dre Orvieto, an Nera a dremen dre Terni, hag an Aniene. Bras eo ar c'hementad gouezelennoù dilec'hiet dre an diazad ha mont a ra tre genoù ar stêr er mor eus 4 metr bep bloaz. Hiziv emañ dismantroù porzh roman kozh Ostia e-kreiz ar maezioù, pevar c'hilometr diouzh ar mor. Rannet eo ar blaenenn chaladurioù dre kêr-hañv Lido di Ostia er su hag an aerborzh Leonardo da Vinci en norzh.