From Wikipedia, the free encyclopedia
Trevadenniñ pe trevadennerezh eo an obererezh graet gant tud eus ur vro a ya d’en staliañ en ur vro all, da vevañ diwarni ha da ren anezhi.
A-hed an istor e weler kalz skouerioù eus an obererezh-se : en Henamzer ez eas tud eus keodedoù Henc'hres da grouiñ kêrioù all, e meur a lec’h en-dro d’ar Mor Kreizdouar.
Ur skouer all anavezet eo trevadennerezh Amerika gant tud eus Europa, adalek 1492, ar bloaz ma tilestras Kristol Goulm er c’hevandir-se. Dre ma voe lazhet kalz eus annezidi gentañ Amerika, an Amerindianed, an darn vrasañ eus annezidi Norzhamerika hiziv an deiz zo diskennidi da drevadennerien deuet eus Europa.
Kalz broioù eus Afrika a voe trevadennet gant tud eus Europa ivez, ha n’eo nemet en XXvet kantved e c’hounezjont an dizalc’hiezh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.