From Wikipedia, the free encyclopedia
An tu-kleiz zo ur meizad politikel istorel. Hiriv pa gomzer eus tu-kleiz politikel e reer anv eus ur familh bolitikel ledan, hag a vod an holl strolladoù ha tudennoù a lavar stourm evit ur bed reishoc'h, a-enep an dizingalded etre an dud, hag evit o frankiz hiniennel. Peurliesañ e vez difennet gant an tu-kleiz an demokratelezh, al laikelezh, ar servijoù foran, ar sindikadoù, ar reolennoù a zifenn al labourerien hag ar sikourioù roet d'ar re baour. Met strolladoù zo eus an tu-kleiz pellañ n'eo ket tomm o c'halon ouzh an demokratelezh ; ha strolladoù zo eus an tu-kleiz-kreiz a zo tost o mennozhioù da re ar frankizourien war an dachenn ekonomikel.
Diforc'hioù bras spontus zo bet, hag a zo c'hoazh, en tu-kleiz neuze. Etre ar gomunourien, ar sokialourien, ar sokial-demokratourien, an anarkourien, ar frankizelourien pe c'hoazh al lodenn eus an ekologourien, an emrenourien hag an dizalc'hourien a soñj emañ o flas en tu-kleiz, e c'hall bezañ diposupl en em glevout ken disheñvel eo o raktresoù politikel. Er broioù bet komunour ez eus bet harzet ha drouklazhet a-wechoù stourmerien eus strolladoù politikel eus an tu-kleiz ha ne oant ket komunourien (hag ar c'hontrol a zo gwir ivez).
Unan eus elfennoù unaniñ gwellañ an tu-kleiz eo ar stourm a-enep an tu-dehoù ha dreist-holl an tu-dehoù pellañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.