Ar Pempvet Republik eo ar renad republikan o ren e Bro-C'hall abaoe ar 5 a viz Here 1958, hervez Bonreizh 1958. Kemeret he deus lec’h ar Pevare Republik a oa bet savet e 1946.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv er yezh a orin ...
Pempvet Republik c'hall
republic regime in France
Deiziad krouiñ4 Her 1958 Kemmañ
Anv er yezh a orinCinquième République Kemmañ
Kan broadelLa Marseillaise Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Kêr-bennPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel Kemmañ
Renad politikelsemi-presidential system Kemmañ
Office held by head of statePrezidant ar Republik C'hall Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantKentañ Ministr Kemmañ
Korf lezenniñParlamant gall Kemmañ
Erlec'hiañ a raPevare Republik c'hall Kemmañ
Thumb
Serriñ


Istor


Krouidigezh


Roll prezidanted ar Vvet republik

  • René Coty, diwezhañ prezidant ar IV Republik e oa bet ha ne echuas e garg nemet d’an 8 a viz Genver 1959.
  • 1. Charles de Gaulle : 8 a viz Genver 1959 – 28 a viz Ebrel 1969, kentañ prezidant dilennet dindan ar Vvet Republik, dre vouezhiadeg hollek dizeeun (strollad dilennerien vras), ha goude e 1962 dre vouezhiadeg hollek eeun hag addilennet e 1965.
    • Alain Poher : 28 a viz Ebrel betek 20 a viz Mezheven 1969 (e karg da c’hortoz)
  • 2. Georges Pompidou : 1969-1974 (tremenet e-pad e brezidantelezh)
    • Alain Poher : 2 a viz Ebrel betek 24 a viz Mae 1974 (e karg da c’hortoz)
  • 3. Valéry Giscard d'Estaing : eus ar 27 a viz Mae 1974 d'an 21 a viz Mae 1981
  • 4. François Mitterrand : 1981-1995
  • 5. Jacques Chirac : 1995-2007
  • 6. Nicolas Sarkozy : 2007-2012
  • 7. François Hollande : 2012-2017
  • 8. Emmanuel Macron : 2017-2022
  • 9. Emmanuel Macron : 2022-bremañ

Hiziv an deiz

Ensavadurioù

Ar galloud lezennel

Ar galloud seveniñ


Boujedenn ar brezidantelezh

Da-heul an adreizhadennoù a sell ouzh boujedenn ar stad, lakaet eo bet paeañ gant boujedennn mont en-dro an Élysée kredoù na oant ket en e zamani a-raok. Ar memes pennaenn a ren hag evit boujedennoù ar strollegezhioù lec'hel gant an digreizennañ. Bez e oa eus an dispignoù a-raok met treuzkas a ra ar stad anezhe gant peadra da dalañ oute. Degouezhet eo ar c'hemoù meneget dindan prezidantelezh Jacques Chirac.


Muioc'h a ditouroù Bloavezh, Prezidant ...
BloavezhPrezidantSammad (milionoù euro)
1969Georges Pompidou2,35
1974Valéry Giscard d'Estaing2,53
1981François Mitterrand3,03
1994François Mitterrand3,31
1997Jacques Chirac7,78
1998Jacques Chirac13,73
2001Jacques Chirac21,2
2003Jacques Chirac32
2005Jacques Chirac31,9
Mammenn : Quid 2005
Serriñ


Ar galloud barn


Strolladoù politikel

Sellet ivez ouzh ar rummad Strolladoù politikel Frañs

Bro-C'hall zo ur vro e lec'h ma'z eus meur a strollad aotreet. Ar re bennañ zo :

Tu-kleiz pellañ

  • Stourm Micherour : anv an Unvaniezh komunour etrebroadel (UCI). Diwanet eo an UCCI diwar ur rann eus ar IV etrebroadel c’hoarvezet e 1939. Ur strollad trotskour eo eta. Arlette Laguiller, e zanvez-prezidantez he deus bet 1,34% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ evit ar brezidantelezh.
  • Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) : strollad trotskour ezel eus ar IV etrebroadel. Skarzhet eo bet e izili eus ar PCF e 1966. e zanvez-prezidant, Olivier Besancenot, en deus bet 4,08% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ evit ar brezidantelezh.
  • Strollad al labourerien (PT) : rannadenn drotskour eus 1952 zo ezel eus ar IVetrebroadel. e zanvez-prezidant e 2007, Gérard Schivardi, en deus bet 0,34% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ evit ar brezidantelezh.

Tu-kleiz

Kreiz

  • An UDF : krouet gant Valéry Giscard d'Estaing, ez eo renet ar strollad-se gant François Bayrou hiziv. Hemañ en deus bet 18,57% e kentañ tro an dilennadegoù e 2007. Dont a rea da vezañ ar MoDem e fin devezh eil tro an dilennadegoù prezidantel e 2007.
  • Luskad Demokratour (pe MoDem) : krouet gant François Bayrou da-heul dilennadegoù 2007
  • Ar C’hreiz nevez : krouet gant izili eus UDF zo e tu-gounid ar prezidant, goude krouidigezh al Luskad Demokratour.


Tu-dehou

  • Unvaniezh evit ul Luskad Poblel : krouet gant Jacques Chirac goude bezañ bet addilennet e 2002 diwar an RPR, a oa e-unan hêr an UNR savet gant ar Jeneral de Gaulle, Ar strollad-se, awenet gant mennozhioù de Gaulle a zifenn mennozhioù frankizour. Nicolas Sarkozy eo e brezidant. Hemañ zo deuet da vezañ prezidant ar Republik abaoe ar 16 a viz Mae 2007 goude bezañ bet gounezet an dro gentañ eus an dilennadegoù (31,18% eus ar mouezhioù) hag an eil (53,06% eus ar mouezhioù) e 2007 a-enep danvez-prezidantez ar Strollad Sokialour Gall Segolen Royal.
  • Strollad Radikal valoisien : ar c’hoshañ strollad politikel gall, krouet e 1901, renet a-gevret gant André Rossinot ha Jean-Louis Borloo. Ur strollad gant mennozhioù republikan, lik ha sokial, kevredet gant UMP eo ha fellout a ra dezhañ bezañ e du sokial.

Tu-dehou diseurt

  • CPNT zo ur strollad a zifenn an aferioù a denn d’ar vuhez war ar maez, ar chase, al labour-douar, ar pesketaerezh. Krouet e 1989 ez eo renet gant Jean Saint-Josse (Danvez-prezidant e 2002 en doa bet 4,25% eus ar mouezhioù). E zanvez-prezidant e 2007, Frédéric Nihous, en deus gounezet 1,15% eus ar mouezhioù

Tu-dehou pellañ

  • Talbenn broadel : strollad eus an tu-dehou pellañ renet gant Jean-Marie Le Pen, en deus bet 10,44% eus ar mouezhioù e kentañ tro an dilennadegoù e 2007.
  • MNR : strollad eus an tu-dehou pellañ, rannadur diwar an hini kent, renet gant Bruno Mégret.
  • Luskad Evit Frañs : strollad riegezhour, renet gant Philippe de Villiers, en deus bet 2,23% eus ar mouezhioù e kentañ tro dilennadegoù 2007

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.