From Wikipedia, the free encyclopedia
Wangari Muta Maathai (ganet d’ar 1añ a viz Ebrel 1940 e Nyeri, marvet d’ar 25 a viz Gwengolo 2011 e Nairobi) a oa ur stourmerez evit an ekologiezh e Kenya. E 2004 he doa resevet ar Priz Nobel evit ar Peoc’h, abalamour d’he stourm dizehan evit an endro, an demokratelezh hag ar peoc'h. Bez’ e voe unan eus ar c’hentañ maouezed du o kaout un doktorelezh en ur skol-veur eus Afrika.
A-hed he buheziad stourmerez e teuas a-benn da blantañ ha da lakaat plantañ 40 milion a wez e Reter Afrika, diouzh temz-amzer ha douar al lec’hioù ha diouzh ezhommoù an dud. Evit se e rae prezegennoù war an dachenn ha broudañ an dud, en o yezh, da blantañ gwez. Mirout gwez a bep seurt ha mirout yezhoù diseurt a oa daou dra a yae dorn-ha-dorn en he stourm. Betek 150 000 a vaouezed a voe lakaet da labourat da blantañ gwez ha paeet e vezent evit se gant an aozadur savet gant Wangari Maathai, ar Green Belt Movement.
E 2003 e voe savet ganti ur strollad politikel ekologour e Kenya, anvet Mazingira Green Party of Kenya.
Da c’haredonañ he labour e voe roet meur a briz dezhi hag an hini brudetañ anezho, ar Priz Nobel, a dapas e 2004.
Mervel a reas d’ar 25 a viz Gwengolo 2011 en ospital Nairobi, gant ar c’hrign-bev.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.