Yaroslav Iañ Kyiv
From Wikipedia, the free encyclopedia
Yaroslav Iañ Volodymyrovitch "ar Fur"[1] (~978 – 20 a viz C'hwevrer 1054) a voe priñs Rostov adalek 988 betek 1010, priñs Novgorod adalek 1010 betek 1034 ha div wech priñs Kyiv : adalek 1016 betek 1018 hag adalek 1019 betek e dremenvan e 1054.
Yaroslav Iañ Kyiv | |
---|---|
Ярослав Мудрий | |
Siell Yaroslav | |
Priñs Kyiv | |
Ren | 1016-1018, 1019-1054 |
En e raok | Svyatopolk Iañ Kyiv |
War e lerc'h | Izyaslav Iañ Kyiv |
Priñs Novgorod | |
Ren | 1010-1034 |
Priñs Rostov | |
Ren | 988-1010 |
Ganedigezh | ~978 |
Marv | 20 a viz C'hwevrer 1054 |
Remziad | Рю́риковичі [ Rourikovitched ] |
Tad | Volodymyr Iañ Kyiv |
Mamm | Rogneda Polotsk pe
Anna Porphyrogennētē |
Pried | Ingigerd Olofsdotter Sweden |
Bugale | Yelyzaveta Yaroslavna Kyiv |
Volodymyr Iañ Kyiv (~958 – 1015) hag e wreg Rogneda Polotsk (~960 – 1000) e oa e dud. Diaes e oa e zarempredoù gant e dad : er bloaz 1014 e paouezas da baeañ truaj dezhañ, ha p'edo Volodymyr o sevel ul lu evit e gastizañ e klañvaas hag e varvas e Kyiv e 1015 ; goude marv Volodymyr Iañ e voe brezel etre Yaroslav hag e vreur Svyatopolk Iañ Kyiv a oa o ren ; trec'h e voe Yaroslav e 1019.
Pa voe priñs Kyiv e pouezas Yaroslav war ar politikerezh a-ziavaez-bro : skoulmañ darempredoù gant broioù Skandinavia ha gwanaat levezon Impalaeriezh Bizantion. War-du ar broioù balt e troas ivez. Gwareziñ e zomani a reas enep pobladoù kantreer dre lakaat sevel linennadoù kreñvlec'hioù. A-hend-all e skoazellas lennegezh e vro, da skouer dre harpañ skridoù henslavek ar Reter Hilarion Kyiv ((uk) Іларіон Київський), a oa kentañ penn metropolis Kyiv ha Rous Kyiv a-bezh[2] ; skorañ savidigezh iliz-veur Santez Sofia e Kyiv a eure ivez e 1037.
Yaroslav Iañ a zimezas gant Ingigerd Olofsdotter Sveden (1001-1050) e 1019. Meur a vugel o devoe : merc'hed hag a zimezas gant izili eus tiegezhioù real en estrenvro, mibien hag a renas war rannoù eus Rous Kyiv ; bepred e klaskas o zad derc'hel ar peoc'h etrezo.
Goude e dremenvan e voe beziet en iliz-veur nevez, hogen kollet pe laeret e voe e gorf diwezhatoc'h.