Yezhoù germanek
familh yezhoù / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek eo ar yezhoù germanek.
Ar saozneg eo ar yezh c'hermaneg muiañ komzet o vezañ m'emañ barrek warnañ tro-dro da 340 milion a dud evel yezh kentañ ha gant meur a hini all dre ar bed a-bezh evel eil yezh. E-touez ar yezhoù germanek pennañ all e kaver an alamaneg komzet gant 120 milion a dud evel yezh kentañ, an izelvroeg hag ar yezhoù skandinavek.
Diorroet e oa bet an holl yezhoù germanek diwar an Henc'hermaneg, komzet tro-dro d'ar 1añ milved kent Jezuz e norzh Europa.
Kavet e vez roudoù skrivet eus ar yezhoù germanek bet enrollet gant Tacitus eus ar Iañ kantved kent Jezuz.
Adalek an Eil kantved goude Jezuz-Krist e oa bet kroget da skrivañ ar yezhoù germanek gant runoù anvet Henfuthark. Diouzh an tu all e veze skrivet ar goteg gant al lizherenneg c'hotek bet krouet gant an eskop Ulfilas evit treiñ ar Bibl er IVe kantved. War-lerc'h e voe degaset al lizherenneg latin gant ar venec'h kristen evit skrivañ ar yezhoù germanek all, nemet ar yezhoù skandinavek a gendalc'he d'ober gant ar runoù a-hed amzerioù ar Vikinged.
Bremañ e vez implijet al lizherenneg latin evit skrivañ an holl yezhoù germanek, a-wechoù gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn, da skouer
- an umlaut en alamaneg hag e svedeg
- ß (Eszett) en alamaneg
- Ø, Æ, Å er yezhoù skandinavek
- Ð, Þ en islandeg
Gwechall ivez e veze skrivet ha moulet meur a yezh germanek, dreist-holl an alamaneg, gant ur stil ispisial anvet fraktur.
Setu un nebeud perzhioù yezhoniel a gaver er yezhoù germanek nemetken:
- Eeunadur eus amzerioù indez-europeek e amzer-a-vremañ ha amzer dremenet
- Implij ul lostger dre-zent (/d/ pe /t/) e lec'h ur c'hemmadur a vogalenn (ablaut) da ziskouez an amzer dremenet. Gwelet: Verb gwan germanek.
- Bezañs daou zoare displegadur verb : gwan (oc'h implijout ul lostger dre zent) ha kreñv (oc'h implij ablaut).
- Implij anvioù-gwan kreñv ha gwan.
- Ar c'hemmadur kensonennek anavezet dindan anv Lezenn Grimm.
- Un nebeud gerioù a zo diaes da liammañ gant gwriziennoù indez-europeek hag a vez kavet e-barzh hogozik tout ar yezhoù germanek Gwelet Martezeadenn ar gwiskad-dindan germanek.
- Dilec'hiadur ar pouez-mouezh war ar wrizienn.