Yod-Kerc'h
From Wikipedia, the free encyclopedia
Yod-Kerc'h zo anv ur gelaouennig vrezhonek a zo bet savet e 1972 gant studierien Skol-Veur Roazhon, hag a badas un nebeud bloavezhioù betek 1980 gant peder pe bemp niverenn ar bloaz.
- Evit ar meuz, gwelet Yod kerc'h.
E-touez ar genlabourerien gentañ e oa Lukian Kergoat, Ivon Gag, Mark Kerrain, Herve ar Beg, Erwan Kervella, hag un toullad re all, evel an tresour Nono.
Nebeut goude e teuas Tudual Huon, Yann-Vark ar C'hog, Bernez Rouz, ha reoù all c'hoazh... Pennadoù zo bet embannet deuet a-zindan pluennoù Youenn Gwernig ha Koulizh Kedez ivez, ha tresadennoù gant tud a bep seurt, evel Ifig Berrien.
E-leizh a anvioù-pluennoù a veze gant ar genlabourerien, darn anezho hervez doare psikedilek ar marevezh: Baobab al lanneier[1] da skouer, ha re all.