Yves-Marie Gabriel Laouenan
skrivagner brezhonek / From Wikipedia, the free encyclopedia
Yves-Marie Gabriel Laouenan (1781-1862) zo bet ofiser er morlu ha barner a beoc'h. Anavezet eo dreist-holl evit e romant istorel Kastell Keryann Koadanskourr pe buhez ur veterant eus ar Revolusion chomet diembann betek an XXvet kantved, an hini kentañ savet e brezhoneg, war a seblant. Mignon bras e voe da Yann-Frañsez ar Gonideg a reas sikour dezhañ evit skrivañ e brezhoneg.