1999
bloavezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Diwar-benn bloavezh 1999 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Bloavezhioù: 1996 1997 1998 - 1999 - 2000 2001 2002 | |
Dekvedoù: 1970 1980 - Bloavezhioù 1990 - 2000 2010 | |
Kantvedoù: XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved | |
Milvedoù: Iañ milved - Eil milved - IIIe milved Kronologiezh dre viz: Kronologiezh dre demoù: |
Remove ads
Darvoudoù
Europa
- 22 a viz Mae : tamallet Slobodan Milosevic, prezidant Yougoslavia, evit torfedoù a-enep Mab-Den er C'hosovo.
- 10 a viz Even : paouezet gant kirri-nij an AENA da leuskel bombezennoù war Yougoslavia. Tapet ar rezolusion 1244 gant pennoù an ABU : un "emrenerezh ledan" a vo d'ar C'hosovo a vo dindan lu liesvroadel an AENA.
- 26 a viz Kerzu : (betek an 28) Kornôg Europa, ha Frañs dreist-holl, tizhet gant barradoù gwallamzer (en tu-hont da 100 den lazhet).
Unaniezh Europa
- 1añ a viz Genver : an euro lakaet da dalvezout.
Breizh
- 6 a viz Meurzh : miliadoù a dud a vanifest e Naoned evit ma vo adunanet Breizh.
- 10 a viz Ebrel : roet lañs en-ofisiel da Arvorig FM.
- 30 a viz Ebrel : bet staliet gant ti-kêr Felger panelloù divyezhek evit mont-tre er gumun.
- 1añ a viz Mae : emvod-meur krouiñ Ofis ar Brezhoneg, benveg politikerezh yezh Kuzul-rannvro Breizh e Karaez-Plougêr, diwar atiz Jean-Yves Cozan, Besprezidant ar rannvro e karg eus ar Vreizhadelezh.
- 23 a viz Mae : 13vet Gouel Broadel ar Brezhoneg, e Spezed.
- 5 a viz Mezheven : manifestadeg e Karaez-Plougêr evit ur statud publik da Ziwan.
- Gwengolo
- Krouidigezh skolioù Diwan an Alre ha Gwenrann
- Krouidigezh klasoù divyezhek publik e Perwenan, Plistin ha Konk-Kerne
- Krouidigezh ur c'hlas divyezhek katolik e Ploueskad
- 28: laeroñsi danvez-tarzh e Plevin (Breizh).* 5 Du : Digoridigezh burevioù Ofis ar Brezhoneg e Karaez-Plougêr.
- 6 Du : aet Stefan Moal da benn Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg.
- 12 a viz Kerzu : peñse an eoullestr Erika a vaez da Benmarc'h (Breizh).
Frañs
- 7 a viz Mae : sinet Karta Europa ar yezhoù rannvroel ha minorel gant gouarnamant Lionel Jospin.
- 12 a viz Du: 34 den a varv gant glaveier kreñv e tri departamant bro-Frañs.
- 15 a viz Du : embannet eo al lezenn niverenn 99/944 a laka e pleustr an Emglev keodedel a gengred (PACS e galleg).
Rusia
- 31 a viz Kerzu: Boris Yeltsin a ziskrog diouzh e garg hag a zo kemeret gant Vladimir Poutin.
Azia
Reter-nesañ
Kurdistan
- 15 a viz C'hwevrer : Abdullah Öcalan, penn an emsav kurd PKK, zo harzet e Kenya gant servijoù Turkia.
Israel
- 6 a viz C'hwevrer : aet Ariel Sharon da Gentañ Ministr.
Reter-kreiz
Iskevandir indezat
Reter-pellañ
Afrika
- 15 a viz Ebrel : Aljeria : Aet Abdelaziz Bouteflika da brezidant ar Republik gant 73,19% eus ar mouezhioù (6 danvez-prezidant diwar 7 a oa aet war gil pa gave dezho e oa kamm an dilennadegoù).
Amerikaoù
Norzhamerika
Stadoù-Unanet
Suamerika
- 31 a viz Kerzu : aotrouniezh klok Panamá war dachennad ar Ganol.
Okeania
Arzoù ha lizhiri
Livañ
Sonerezh
Lennegezh
Sinema
Skiantoù ha politikerezh
- Dizoloadenn ar fleroviom gant skipailh Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel e Dubna (Rusia).
- 1añ a viz C'hwevrer : dilezet eo al Lizherenneg Morse.
Armerzh
- 1añ Genver : degemeret eo an euro er marc'hadoù arc'hant en 11 Stad eus Unvaniezh Europa evit sevel takad an euro. Feurioù eskemm moneizoù ar Stadoù zo gwiriekaet.
Sport
A bep seurt/diasur
Remove ads
Ganedigezhioù
Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1999
Marvioù
- Yves Laloy, liver surrealist
Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1999
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads