9
bloavezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
762 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 9 goude ganedigezh J.-K.
| Bloavezhioù: 6 - 7 - 8 - 9 - 10 - 11 - 12 | |
| Dekvedoù: -20 -10 - Bloavezhioù 0 - 10 20 | |
| Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved | |
| Milvedoù: Iañ milved kt JK - Iañ milved - Eil milved | |
| Diwar-benn bloaz 9 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
| Evit ar bloaz -9, gwelet ar bajenn : | -9 |
| Evit an niver 9, gwelet ar bajenn : | 9 (niver) |
Remove ads
- Istor : Echuet an Istorioù fulupek gant ar galian Trog Pompeia, anezho ar skridoù latin kentañ o tezrevelliñ istor ar bed.
Darvoudoù
Politikerezh, gwir ha kevredigezh
Impalaeriezh roman
- Impalaer : Aogust (Caius Julius Caesar Octavianus),
- Koñsuled : Gaius Poppaeus Sabinus, Quintus Sulpicius Camerinus. Suffex : Marcus Papius Mutilus ha Quintus Poppaeus Secundus
- Votet eo al lezenn lex Papia Poppaea a-enep an dud dizimez hag ar c'houbladoù difrouezh evit lakaat kreskiñ niver an euredoù.
- Diaes e teu stad armerzhel an Impalaeriezh roman da vezañ goude emsavadeg an Danav (6) ha c'hwitadenn Varus. Ret eo soñjal sevel tailhoù nevez : un ugentvedenn war an hêrezhioù hag ur gantvedenn war ar gwerzhioù.
- Marcus Ambibulus, prokulor Jude, Samaria hag Edom (9-12).
- Harluet eo Ovidius da Domis.
- Illiria : war-lerc'h flastradeg an emsavadeg e teu ar vro da vezañ ur broviñs roman.
- Pannonia (Hungaria hiziv) : Sujet da vat da Roma, dont a ra da vezañ ur broviñs roman.
Germania :
- Trec'h eo ar penn german Arminius war teir lejion roman Varus en emgann Teutoburg. Dont a ra ar stêr Roen da vezañ ar vevenn nevez etre ar bed roman hag ar bed german. Kaset eo al lejionoù Legio II Augusta, Legio XX Valeria, ha Legio XIII Gemina da C'hermania evit kemer lec'h al lejion Legio XIX hag ar re all bet freuzet en emgann. Bomm brudet Aogust ("Varus, distro ma lejionoù din !").
- Taget an Drinobanted gant ar Gatuvellauned. Preizhet eo Camulodunum ( Colchester hiziv).
Sina
Relijionoù ha mitologiezhioù
Arzoù ha sevenadur
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
Buhez pemdez ha dudi
Remove ads
Ganedigezhioù 9
Marvioù 9
- Publius Quinctilius Varus, jeneral roman, a greder bezañ en em lazhet da-heul faezhidigezh e arme da-geñver emgann Teutoburg.
Gwelet ivez
Levroniezh
- André Blanc. L'homme emprisonne le temps. Les Calendriers. Belles Lettres. Paris. 1986.
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads