ALN (Armée de Libération Nationale)

From Wikipedia, the free encyclopedia

ALN (Armée de Libération Nationale)
Remove ads

An Armée de Libération Nationale (جيش التحرير الوطني الجزائري, Arme dieubiñ ar vroad), anvet ivez ALN, e oa skourr armet an FLN a vrezele a-enep an trevadennerezh gall en Aljeria e-pad Brezel Aljeria. Hec'h argadoù a veze kaset e kêr ha dreist-holl war ar maez. Ur bodad ofiserien a oa en he fenn hag un aozadur milourel rannet e 5 lodenn vras, anvet wilahyah, gant pep a benn-brezel.

N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.
Thumb
Banniel implijet gant an FLN hag ar GPRA.

Ret e voe d'an ALN kaout sikour a-berzh Maroko, Libia hag Ejipt (eus lec’h ma teue an armoù). E 1957 e resevas Aljeria armoù a-berzh Europa.

An aozadur a oa diazezet war ar guerilla. E balioù e oa distruj ar savadurioù ekonomikel ha milourel pouezus. Gant an aozadur-se e oa krog an dispac’h aljerian da gaout un arme wir hag efedus.

Thumb
Pennoù wilayah, a gleiz da zehou : Zighoud Youcef, Rouibah Hocine, Larbi Ben M'hidi hag Amar Ouamrane (deiziad dianav).
Remove ads

Emgannoù

E-pad dispac'h broadel Aljeria en doa gounezet an ALN meur a emgann hag o doa bet efedoù war an dachenn diabarzh ha diavaez. An trec'hoù-se o oa bet meur a stumm dezho : lod a oa emgannoù hir ha bras ha lod all a oa graet evit lazhañ treitourien. Emgannoù an ALN a veze dreist-holl e stumm guerilla, evit kavout lañs war o enebourien.

Wilayah gentañ

Er wilayah-mañ e voe lod eus emgannoù brasañ an ALN, en o zouez hini El Djorf a zo c'hoarvezet etre an 22 hag an 29 a viz Gwengolo 1955. An emgann-mañ en deus sikouret da vroudañ ar gudenn aljerian war an dachenn etrevroadel. Eno e kollas Bro-C'hall ur bochad a zafar milourel pouezus ha ker. Emgann Djebel Ergou (Tébessa) a voe pouezus ivez. C'hoarvezet e oa e miz Gouehere 1956. Er wilaya-mañ e voe muioc'h a emgannoù met dibosubl eo menegiñ an holl.

Eil wilayah

An eil wilayah a zo bet anavezet evit tagadennoù an 20 a viz Eost 1956, ar pezh n'eus roet lañs d'an dispac'h hag en deus broudet anezhañ war an dachenn etrevroadel. An tagadennoù-se a oa bet aozet get Zighoud Youcef, hag a oa marvet un nebeud amzer goude. Kalz a emgannoù all a voe, met n'int ket ken pouezus hag hemañ.

Trede wilayah

Eno e voe emgannoù taer-kenañ, gounezet gant an dispac'hourien evit lod, ar pezh en doa lakaet anezhañ da vout kemeret evel ur skouer e-keñver ar resistañs. E touez emgannoù ar wilayah-mañ ez eus unan hag a zo bet pouezus ha dreist-holl anavezet, rak eno o deus an dispac'hourien dastumet ur bochad armoù digant ar C'hallaoued. Er mod-se eo bet kaset de get steuñv ar C'hallaoued evit mougañ an dispac'h e Kabilia.

Pevare wilayah

Ar wilayah-mañ a zo broudet evit bezañ bet ur plas strategel dre ma oa tost ouzh ar gêr-benn hag he doa ur bern liammoù get ar wilayahioù all. Ar brezelioù a c'hoarveze dibaouez er c'hêrioù hag er maezioù. E-touesk an emgannoù-mañ ez eus reoù Djebel Bouzegza, Ouled Bouachra, Ouled Snane, El Kef al akhdar hag hini Djebel bad el Bouchech e 1958, er c'hornôg da dTiaret. E fin ar bloavezh 1958 e voe kaset ur rozellad get kirri-nij er wilayah-mañ get an arme c'hall .

Pempvet wilayah

An emgannoù n'int ket paouezet er wilayah-mañ ivezE-touez an emgannoù pouezusañ e c'haller menegiñ Djebel Amour. An emgann-mañ a zo c'hoarvezet d'an 2 a viz Here 1956. Betek penn ez eus bet emgannoù er wilayah-mañ, hag a baoueas ur wech bet gounezet dizalc'hidigezh Aljeria get an Aljerianed.

Perzh ar c'hwec'hvet wilayah

Er wilaya-mañ a veze aozet politikerezh ha melestradurezh an FLN. Choazet e voe al lec'h dre ma oa dezerzhel a-walc'h. E-touez an emgannoù brudetañ hag a zo c'hoarvezet er wilaya-mañ emañ hini Djebel El Qaada Bouk'hil, El Karma hag hini El Djeribie, d'ar 17 ha d'an 18 a viz Gwengolo 1961. Ar wilayah-mañ a oa karget da reseviñ an holl armoù dastumet ha da sikour ar soudarded hag o doa kuitaet an tu enep.

Remove ads

Gwelet ivez

Levrlennadur

  • (fr) AREZKI Saphia, De l'ALN à l'ANP. La construction de l'armée algérienne (1954-1991), Éditions de la Sorbonne, 2022, 368 p., ISBN 979-10-351-0679-9

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads