Aktor

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Aktor (Ἄκτωρ e henc'hresianeg, "rener", diwar ar verb άγωa) zo un anv a gaver stank e mojennoù Hellaz kozh:

  • Aktor (roue Fthia), a vije bet mab d'ar roue Myrmidon Fthia ha Peisidike, merc'h da Aiolos. Lazhet e voe gant Herakles. Hervez lod e varvas divugel, hervez re all e oa tad da Eurityon, a voe roue war e lerc'h.
  • Aktor (mab Deion), a oa mab da Deion ha Diomede, merc'h da Ksouthos. Dimeziñ a reas da Aigina, an nimfenn merc'h d'ar roue-stêr Asopos. Kalz a vugale o doe, en o zouez Menoitios, a verdeas gant an Argonaoted, hag a oa tad pe tad-kozh Patrokles, kenderv ha mignon da Ac'hilleüs.
  • Aktor (mab Azeüs), a oa roue Minianed Orc'homenos. E verc'h Astyoc'he a gemeras kraoñ digant an doue Ares, m'he devoe daou vab gevell digantañ, Askalafos hag Ialmenos, a gasas ar Vinianed da vrezeliñ da Droia.
  • Aktor (mab Forbas), roue Elis, a zimezas da v-Molione, hag a voe tad ar c'hevelled anvet Molionided (Kteatos hag Eurytos). Sevel a reas kêr Hyrmina, anvet diwar-lerc'h anv e vamm.
  • Aktor (mab Hippasos), unan ag an Argonaoted.
  • Aktor, tad Sthenelos. Sthenelos a yeas da-heul Herakles pan eas da vrezeliañ ouzh an Amazonezed hag a voe lazhet gante.
  • Aktor, unan eus kampagnuned Aineias en harlu.
  • Aktor, ul Lapit a voe lazhet gant an den-marc'h Klanis.
  • Evit ar vicher aktor, gwelout aktour.
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads