Al Bundy

From Wikipedia, the free encyclopedia

Al Bundy
Remove ads

Alphonse Hercules "Al" Bundy (ganet d'ar 7 a viz Du 1948) zo un dudenn ijinet e bed ar stirad skinwel Married… with Children. C'hoariet ez eo gant Ed O'Neill.



Muioc'h a ditouroù Peggy Bundy, Deiziad ganedigezh ...

Bet eo Al Bundy tudenn bennañ ar stirad skinwel Married… with Children ("Dimezet.. gant bugale"). Dimezet eo gant Peggy Bundy ha daou a vugale o deus bet, Kelly Bundy ha Bud Bundy.

Remove ads

Tro-spered Al Bundy

Melkonius da vat ez eo gant e yaouankiz drastet dre e zimeziñ, pa oa mezv du dall, gant Peggy e wreg. E yaouankiz hag a oa o vont war hent ar vrud hag an arc'hant a voe riñset pa zimezas. Siwazh dezhañ, goude an dimeziñ ez eo echu gant e holl hunvreoù ha ne chom dezhañ nemet ur vuhez a dristidigezh : bac'het en ul labour euzhus dezhañ – gwerzher botoù, gant bugale a zisplij dezhañ darn an amzer, ur wreg lezirek ha dispignerezh vras.

Poan vras a zo gantañ da rastellañ un nebeud gwenneien dre e labour, ha pa zeu a-benn e vez dispignet pep tra gant e familh.

Remove ads

Buhez Al Bundy

Thumb
Ur Plymouth Duster memes oto evit hini Al Bundy

Buhez an dudenn a zo ur meskaj fent ha skrij. Bac'het ez eo Al Bundy gant ur sell melkonius war e yaouankiz, fin ar skol-veur, e zimeziñ gant Pegg Bundy ha torr ur garr a zrastas e hent war-zu dont da vezañ ur c'hoarier mell-droad Amerikan a vicher.

Bet eo bet o studiañ e skol-veur Polk High, lec'h ma c'hoarias mell-droad Amerikan gant an niverenn 33. Bet eo bet o verkañ 4 touchdown e-pad ur c'hrogad ar pezh a zo ral hag a ro dezhañ peadra da baboriñ.

Hiziv-an-deiz ez eo gwerzher botoù er stal "Boteier Garry: ouzhpennadurioù evit maouezed a-vremañ", ar stal a vez kavet en ur gourmarc'had, an New Market Mall.

Ar film a blij ar muiañ dezhañ a zo Hondo ur western gant John Wayne, ar stirad skinwel a blij ar muiañ dezhañ a zo Psycho Dad (Brezhoneg: Tadig sot da stagañ) ur stirad a vezo paouezhet e embann dre ar feulster enni hag an doare da zispriziañ ar maouezed.

Gwisket e vez atav gant memes doare dilhad: ur re vragoù griz, ur roched c'hlas, ur jiletenn griz sklaer.

Ar gelaouenn a vez alies o lenn a zo unan Hudur Big Guns (Brezhoneg: Brennig ramzel).

Oto Al Bundy a zo un oto kozh noe ha damm-zistrujet, un Dodge gant 1 milion a gilometradoù.

N'eus ket parr dezhañ da geñver ar gouiziegezh war ar sportoù.

Amerikan da vat ez eo, broadelour, hiviziken o tifenn Amerika hag o tagañ an holl bolitikourien, kas en deus d'ar C'hallaoued.

Krouer ar strollad NO MA'AM ez eo:

  • Yezh orin: National Organization of Men Against Amazonian Masterhood
  • Brezhoneg: Aozadur Broadel ar Piri enep Aotrouniezh an Amazonezed
Remove ads

Liammoù diavaez

Al Bundy

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads