Allegoria dell'Inclinazione
taolenn gant Artemisia Gentileschi From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Allegoria dell'Inclinazione ("Alegorienn an Doug") zo un eoullivadur graet war lien gant al livourez italian Artemisia Gentileschi (1593-1653) war-dro 1615-16 hag a zo dalc'het e Casa Buonarotti, e Firenze en Italia.
Graet e voe evit ar skrivagner Michelangelo Buonarroti il Giovane (1568-1646), un niz d'an arzour brudet Michelangelo Buonarroti.
Remove ads
An daolenn
Warni e weler ur plac'h yaouank en he noazh, blev melen hir dezhi, en he c'hoazez e-touez ar c'houmoul, skeudenn an doug d'an arzoù. Ur steredennig zo o lugerniñ a-us dezhi.
Krediñ a reer ez eo un emboltred diwar zorn an arzourez, a oa 23 bloaz da neuze. Gant Leonardo di Buonarroto, niz d'ar skrivagner, e oa bet urzhiet an oberenn.
Siwazh, re c'hadal e oa an daolenn ha re strafuilhus da dud zo ; e 1684 neuze, da lavarout eo 31 bloaz goude marv an aozerez, e c'houlennas perc'henn an daolenn digant al livour Baldassarre Franceschini (Volterrano) gwiskañ ar veleganez dielevez.
Remove ads
Liammoù diavaez
- (it) Casa Buonarroti
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads