Andromeda

From Wikipedia, the free encyclopedia

Andromeda
Remove ads

Andromeda (Ανδρομέδη /Andromeda e henc'hresianeg), pe Andromede (Ἀνδρομέδα, Andromédē), merc'h Kefeüs ha Kassiopeia, roue ha rouanez Aithiopia, a oa ur vaouez e mojennoù Hellaz kozh, hag a voe saveteet a-dre skilfoù un euzhvil-mor gant Perseüs, hag a zimezas gant he saveteer.

Thumb
Andromeda chadennet ouzh ar garreg gant an Nereidezed, livet gant Théodore Chassériau (1840), dalc'het e mirdi al Louvre.
Thumb
Andromeda (1869) Edward Poynter.
Thumb
Andromeda kinniget da euzhvil ar mor (1869) Paul Gustave Doré.
Thumb
La Délivrance d'Andromède livet gant Pierre Mignard(1679), mirdi al Louvre. Gwelout a reer Kefeüs ha Kassiopeia o trugarekaat Perseüs war-lerc'h dichadennañ o merc'h Andromeda.
Remove ads

Gerdarzh

Dont a raje an anv diwar Ανδρομέδη /Andromedē, savet diwar ανδρος (andros, den, gour) ha μηδομαι /mēdomai "soñjal". Talvezout a ra "soñjal en ur gwaz", met gerdarzhioù all zo bet kinniget.

Mojenn

He mamm Kassiopeia he devoa poufet e oa ken koant hag an Nereidezed, ma savas droug e Poseidon, doue ar mor, a gasas dour-beuz d'ar vro, hag un euzhvil a rene war ar mor, ma ne c'halle den mont war vag ken.

Diouganañ a reas beleg an doue Ammon ne vije peoc'h ebet digantañ ken na roje ar roue e verc'h Andromeda d'an euzhvil. Neuze e voe staget ar plac'h kaezh ouzh ur garreg war an aod. Dres d'ar poent-se edo Perseüs, war e varc'h askellek, o tistreiñ eus lazhañ Gorgon, hag o tremen damdost, pa glevas hirvoudoù ar goantenn. Hastañ buan a reas ober e stal d'an amprevan, distagañ ar fulenn, dimeziñ ganti, petra bennak ma oa bet prometet d'ur paotr yaouank all, Fineüs e anv.

En eured e savas kann etre an daou baotr, ha troet e voe Fineüs e maen, tra ken 'met o welout penn Gorgon (hervez Metamorfozoù Ovidius). War-lerc'h an eured ez eas Andromeda gant he fried da Diryns, en Argolis. Eno e voent hendad ha henvamm lignez ar Berseided.

C'hwec'h mab hag ur verc'h o doe:

Remove ads

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads