Kêr al loened
romant From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kêr al Loened, Animal Farm er yezh orin, zo ur romant berr (kant daouzek pajenn) saoznek gant George Orwell, embannet d'ar 17 a viz Eost 1945 gant Secker & Warburg er Rouantelezh-Unanet. Lakaet eo bet e brezhoneg gant Erwan Hupel hag embannet e 2011 gant Barn ha Skrid.


Remove ads
An istor
Kaoz zo eus un atant ma en em sav al loened da gemer ar galloud digant an dud. Ar re-se zo tamallet da vezañ ur gourdrouz hag argaset int eus an atant.
Ur fablenn eo hag ur flemmskrid diwar-benn an Dispac'h rus, hag un dagadenn ouzh ar stalinouriezh, ha de-vras ouzh ar renadoù aotrouniek hag an hollveliegezhioù.
Embannadurioù brezhonek
Troet e oa bet ar pennad kentañ gant Per Bourdellez e-barzh Al Liamm e 1972, hag ennañ ur ganaouenn a voe kanet gant Jef Philippe goude.
Adalek 2009 ez eus bet embannet pennadoù eus troidigezh Erwan Hupel e-barzh Al Liamm ivez, a-raok embannadur al levr gant Barn ha Skrid e 2011.
Liammoù diavaez
- Kuzul ar Brezhoneg. Kavet : 15 Du 2020.
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
