Lec'hanvadurezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Al lec'hanvadurezh eo ar skiant a bled gant studi al lec'hanvioù (pe an anvioù-lec'h). Ober a ra war-dro dastum an anvioù-lec'h, klask o zalvoudegezh, o gerdarzh hag o zreuzfurmadurioù pe o emdroadur a-hed ar c'hantvedoù. Gant an dudanvadurezh (studi an anvioù-tud) ez a al lec'hanvadurezh d'ober an anvadurezh (studi an anvioù divoutin), zo ul lodenn eus ar yezhoniezh.
- Evit anvioù-lec'h Breizh, sellout ouzh Lec'hanvadurezh Breizh.
Ledan eo domani al lec'hanvadurezh pa ya da studiañ an anvioù-lec'h annezet, kêrioù, kêriadennoù, pennkêrioù hag ouzhpenn-se an anvioù liammet gant an torosennadur, gant ar stêrioù, gant an hentoù ha gant elfennoù dibar evel anvioù tiez, da skouer. Diazezet eo diorreadur ar diskiblezh war studi an anvioù istorel kavet er skridoù ha dastum penaos e vez anvet al lec'hioù hag an elfennoù douaroniel gant an dud.
Remove ads
Isrannoù ar diskiblezh
- korrlec'hanvadurezh : an anvioù a oa roet d'an tachennoù gounid gwechall. War ar gladroll e veze dastumet pep a gorrlec'hanv gwechall. Hiziv e vez graet gant niverennoù, ur c'holl bras evit ar yezh.
- douranvadurezh : anvioù-lec'h o taveiñ d'un dra liammet gant an dour (dourredenn pe stêr, lenn, mammenn pe eien, lamm-dour, etc...). Isrann an douranvadurezh eo ar stêranvadurezh : anvioù roet d'an dourredennoù (sanioù, gwazhioù, stêrioù, kanolioù),
- hentanvadurezh : anvioù-lec'h o taveiñ d'un hent.
- menezanvadurezh : anvioù-lec'h o taveiñ d'an uhelennoù (lein, traoñienn, kompezenn, etc...).
- santanvadurezh : an anvioù o taveiñ d'ur sant.
Remove ads
Gwelet ivez
- Glad yezhel
- Lec'hanvadurezh Breizh
- Stêranvadurezh Breizh
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads