Argadenn Banzai

From Wikipedia, the free encyclopedia

Argadenn Banzai
Remove ads

Un Argadenn Banzai pe "Tagadenn Banzai, " "Banzai Charge" an termeniñ orin a vez un termenadur brezel krouet gant ar gevredidi e-pad Brezel ar Meurvor Habask evit taolenniñ ar gwagennoù tag gant soudarded troadegiezh Lu Impalaeriezh Japan.

Thumb
Kentoc'h mervel eget bezañ saotret. Argadenn Banzai e-pad Emgann Attu, 29 a viz Mae 1943.
Thumb
Dafar soudard lu impalaeriel Japan an tu a zo da welet banniel un Argadenn Banzai

Dont a ra an termeniñ-se dre garm brezel ar japaniz un doare pedenn "Tenno Heika Banzai" (天皇陛下萬歲, "Bevet ar Meurdez an Impalaer!"), berraet e banzai. Ur strategiezh brezel e oa ouzhpenn d'ur garm, o vezañ un argadenn soudard ziwezhañ ha dispi.

Remove ads

Orin an Argadenn Banzai

An Argadenn Banzai zo e spered ar Japaniz un hent doare Gyokusai (玉砕, "brujunoù mein-jad"; Emlazh enorus), un dagadenn emlazh, pe un emlazh doare seppuku (切腹) a-raok bezañ prizoniet gant an enebourien.

Efedusted an Argadenn Banzai

An Argadennoù Banzai ne oant ket gwall efedus o welet gwagennoù soudarded o youc'hal Banzai a-raok redek hep repu etrezek ho enebourien kuzhet e kreñvlec'hioù. Evit bezañ efedus e oa ret e vije noz pe amzer fall hag e vije beuzet dre an niver an enebourien saouzanet dre un taol souezh.

An Argadenn Banzai a oa un doare da echuiñ un emgann gant troadegiezh Lu Impalaeriezh Japan pa ne chome hent all ebet paneveken emañ pe bezañ prizoniet.

Ar vlenerien kirri-nij doare Kamikaze a oa ivez un doare Argadenn Banzai, ar pal o vezañ da deurel ur c'harr-nij war ul lestr enebour d'e gas d'ar strad. Nebeut kirri-nij a dizhas bigi ha nebeutoc'h c'hoazh betek o lakaat da vont d'ar strad.

Thumb
An douger kirri-nij USS Enterprise taget gant un Argadenn Banzai doare Kamikaze
Remove ads

Argadennoù Banzai brudet

Meur anezho a zo chomet anavezet mat unan e-pad emgann Saipan d'ar 5 a viz gouere 1944 o welet al letanant meur Yoshitsugu Saitō heuliet gant ur pezh mell banniel ruz ha 5000 soudarded japaniz o tagañ ar soudarded amerikaned.

A-dreñv ar gwagennoù soudarded e oa kavet reoù gloazet don lod anezho o vezañ armet gant mein nemetken. Dont a rint a-benn da freuzañ linennoù difenn an Amerikaned met darn anezho a varvo en emgann.

Un Argadenn Banzai all a zo chomet brudet mat dre ma drec'has ar Japaniz anavezet ez eo dindan an anv Cowra Breakout. Un Argadenn Banzai a vezo evit terc'hout eus ur c'hamp prizonidi en Aostralia. 231 prizoniad japaniz ha 4 soudard Aostralian a varvo met dont a reas a-benn ar brizonidi da derc'hout kuit. Siwazh dezho adpaket e vint holl nebeut amzer war-lerc'h.

Filmadurezh

  • Eñvorennoù hon tadoù, Flags of Our Fathers, gant Clint Eastwood, 2006
  • Lizhiri Iwo-Jima, Letters from Iwo Jima, gant Clint Eastwood, 2006
  • Far Away : Soudarded ar spi, 마이 웨이 (Mai Wei), gant Kang Je-gyu, 2011
  • Band of Brothers : Ifern Brezel Meurvor Habask, The Pacific, heulienn, 2010

Filmigoù

Liammoù diavaez

Pennadoù kar

Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan    An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads