Nerzhioù armet ar Stadoù-Unanet

From Wikipedia, the free encyclopedia

Nerzhioù armet ar Stadoù-Unanet
Remove ads

Armeoù ar Stadoù-Unanet (United States Armed Forces) eo hollad arme Stadoù-Unanet Amerika. Evit a sell ar budjed ez eo arme vrasañ ar bed.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Deiziad krouiñ ...
Thumb
Siell Departamant an Difenn.

C'hwec'h elfenn a zo:

  1. an US Army, an arme douar (pe "tirlu")
  2. an US Navy, an arme vor (pe "morlu")
  3. an US Air Force, an arme aer (pe "aerlu")
  4. an US Marine Corps, ar Marines
  5. an United States Space Force
  6. an US Coast Guard, ar warded-aod

Prezidant Stadoù-Unanet Amerika eo penn-meur (Commander-in-chief e saozneg) an nerzhioù lu harpet gant Departamant an Difenn ha Departamant Surentez ar Vammvro, an daou anezho o vezañ departamantoù kevredadel oberiañ, ar re-se eo a ro politikerezh milourel ar vro. Ar c'hwech elfenn arme a zo e-touez an eizh elfenn unwisket er Stadoù-Unanet. Adalek o grouidigezh e-kerzh ar Brezel reveulzier Stadunanat, Nerzhioù armet ar Stadoù-Unanet a zo bet diazez en Istor ar Stadoù-Unanet. Sikouret o deus an nerzhioù armet da gaout ur spered unanet ha lorc'hus gant ar vro dre trec'hioù ar C'hentañ Brezel Barbaresk hag an Eil Brezel Barbaresk. Ur roll pouezus a zo bet ganto e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, o tifenn rak ar C'hengevread da vont kuit diouzh an Unaniezh.

An U.S. Space Force eo an nerzh lu egorel nemetañ dre ar bed.

Remove ads

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads