Bécassine (film)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Bécassine zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Pierre Caron e 1939.

Pa zeuas e-maez e penn-kentañ miz Gwengolo 1940 e lakaas brouez ruz e Breizh a-bezh en abeg d'an doare dismegañsus ma veze taolennet Breizhiz ennañ.

Adsavet e oa bet ar film gant Archives françaises du film ha bannet en-dro e Palez Tokyo (Pariz XVI) e 1993 tre dirak an aktourez Paulette Dubost he devoa dalc'het roll "Bécassine" en oberenn orin.

Remove ads

Fichenn deknikel

  • Doare : Komedienn,
  • Senario : Jean Nohain, azasaet diwar ar rummad bannoù-treset Bécassine gant Caumery (lesanv Maurice Languereau) hag Émile-Joseph Porphyre Pinchon,
  • Divizoù : René Pujol,
  • Produourien : Pierre Caron ha Charles Tenneson,
  • Rener produiñ : Guy Lacourt,
  • Kevredad dasparzhañ : Distribution Parisienne de Films,
  • Renerien ar skeudenniñ : Willy Faktorovitch, François Franchi ha Marcel Villet,
  • Ijinour ar son : Robert Teisseire,
  • Aozer ar sonerezh orin : Raoul Moretti,
  • Kinklourien : Jean Douarino ha Jacques Gut,
  • Gwiskamantoù : ,
  • Frammerien : Madeleine Cathelin hag André Gug,
  • Prantad filmañ : bet kroget en nevezamzer 1939,
  • Lec'hioù filmañ : Lannuon, Perroz-Gireg, Ploumanac'h ha Tregastell (Aodoù-an-Arvor),
  • Deiziadoù dont e-maez : 3 a viz Gwengolo 1940 (Bro-C'hall Bro-C'hall), 5 a viz Genver 1945 (Banniel Belgia Belgia),
  • Padelezh : 93'.
Remove ads

An danvez

Distro eo Bécassine, peizantez vreizhat dister anezhi, eus ur veaj dre ar bed. Keginerez eo e ti an itron a c'hGrand-Air a herberc'h izili an tiegezh Tampico ivez, dezhe da baeañ o chomadenn. C'hwiblaerien int e gwirionez, dedennet-kaer gant madoù ar re c'hGrand-Air kentoc'h. Klask a ra José, mab ar familh Tampico, lorbiñ Annie a c'hGrand-Air a gav gwelloc'h daremprediñ an doktor Chancerelle. Kuzhat a ra ar re Dampico o bizeier e kambr Bécassine da reiñ da grediñ int bet laeret digante. Tamallet eo al laeroñsi da Chancerelle, o lakaat Annie en dizesper. Dre chañs e tiskoach Bécassine ar voualc'h war he neizh ha gallout a ra an daou amourouz dimeziñ a-barzh fin ar gont.

Remove ads

Roll ar gomedianed pennañ

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads