Bear McCreary
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Bear McCreary, ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1979, zo ur sonaozour ha soner stadunanat o vevañ e Los Angeles. Brudet mat e voe evit e labour war ar stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica. Labouret en deus ivez evit ar stiradoù skinwel Outlander ha The Walking Dead.

McCreary a zo bet enoret gant un Emmy evit kanaouenn bennañ Da Vinci's Demons. Lakaet e oa bet war ar renk evit un Emmy e 2015 e Outstanding Music Composition for a Series evit kentañ koulzad ar stirad skinwel Outlander.
Remove ads
Buhez
McCreary a zo ganet e Fort Lauderdale, Florida. Darn eus e studioù a zo bet e Bellingham (Washington).
Battlestar Galactica ha Caprica
E 2003, McCreary a labour evit ar penn sonaozour Richard Gibbs evit ar ministirad adsavet a voe diazez d'ar stirad adsavet Battlestar Galactica. Pa voe kroget gant produerezh ar stirad nevez, Gibbs a reas ar choaz da chom hep labourat e amzer leun war ar stirad. McCreary a zeuas neuze da vezañ ar penn sonaozour.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads