Belaruseg
yezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar belaruseg (беларуская мова, byelaruskaya mova) zo ur yezh eus skourr yezhoù slavek ar reter. Er strollad-se emañ ivez ar rusianeg hag an ukraineg. Unan eus yezhoù ofisiel Belarus eo, gant ar rusianeg, ha komzet e vez ivez e Polonia (e Podlazia) (un 40 000 den bennak), en Ukraina m'eo anzavet (ur 55 000 yezher bennak), e Rusia (316 000 yezher) hag en un toullad broioù all gant Belarused divroet pe o diskennidi. Gwechall e veze kaoz eus "bielorusianeg", diwar e anv rusianek.

Skrivet e vez gant ul lizherenneg kirillek diazezet e penn-kentañ an XXvet kantved.
Hervez gouarnamant Belarus (2009) ne vefe nemet 11,9% eus an dud oc'h ober gant ar yezh er gêr; 29,4% a ouife komz, lenn ha skrivañ, ha 52,5% a ouife komz ha lenn, ha 10% eus tud ar vro ne ouifent ket ar yezh. Dav eo gouzout evelkent n'eo tamm tomm ebet ar renad a zo bremañ e Belarus ouzh ar yezh, gwelet evel ur yezh warlerc'hiet ha diwar ar maez.
Remove ads
Liammoù diavaez
- (en) 'GeoCurrents'. Kavet : 04/06/2023.
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads