Beograd

From Wikipedia, the free encyclopedia

Beograd
Remove ads

Kêr-benn ha brasañ kêr Serbia eo Beograd[1], pe Belgrad (Београд e serbeg), e kember ar stêrioù Sava ha Danav. Emañ en ur distrig anvet "Kêr Veograd" (Град Београд/Grad Beograd). Hervez niveradeg 2022 e oa 1 197 714 a dud o chom e kêr ha 1 681 405 a dud gant ar fabourzhioù.

Fedoù berr-ha-berr Anv ofisiel, Anv er yezh a orin ...

« Kêr gwenn » a dalv he anv hag aloubet e voe 40 gwech en he hir a istor. Tro-ha-tro e voe keltiek roman, bizantion, hungarat, serb, aostrian, otoman, serb, yougoslaviat e 1918 ha kêr-benn Serbia en-dro adalek 2006.

Remove ads

Istor

Da gentañ e oa meuriadoù henvalkanek o chom er c'horn-bro, en o zouez an Draked hag an Daked. Aloubet e voe ar vro gant ar Gelted kozh e -279, ha kemeret e voe kêr gant ar Scordisci hag a anvas anezhi Singidūn (dūn a dalv "kreñvlec'h"). Tizhet e voe kêr gant lu ar Romaned e -54/-53, romanekaet e voe an anv ganto e Singidunum, ha laket e voe e proviñs roman Moesia. E 395 e tremenas al lec'h dindan veli Impalaeriezh roman ar Reter. En tu all d'ar stêr Sava, e-tal Singidunum, edo kêr geltiek Taurunum (Zemun) ; ur pont a oa etrezo a-hed ar mareoù roman ha bizantion.

Remove ads

Kenober etrebroadel

Gevelladennoù

Gevellet eo Beograd gant ar c'hêrioù amañ da-heul[2],[3],[4].

Stummoù all kenober ha mignoniezh

Lizheroù mennadiñ sinet gant kêrioù-penn eus Yougoslavia kozh

Enorioù broadel hag etrebroadel

Meur a enor broadel hag etrebroadel zo bet deroet da gêr Veograd, en o zouez al Lejion a enor gall e 1920[6], Kroaz ar Brezel Tchekoslovakia, Sterenn Karađorđe hag Urzh an haroz broadel Yougoslavia[7]. An enor-mañ a voe roet dezhi d'an 10 a viz Here 1974 evit lidañ deizh-ha-bloaz dibenn an ac'huberezh nazi e-pad an Eil Brezel-bed. E 2006 e voe deroet dezhi gant ar gelaouenn Foreign Direct Investment eus ar Financial Times an titl a Gêr an Dazont en Europa ar Su[8].

Remove ads

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads