Biwmares

From Wikipedia, the free encyclopedia

Biwmares
Remove ads

Biwmares (Beaumaris e saozneg) zo ur gêr e gevred Enez Mon e Kmebre, war ribl ar Menai. Un anv normanek zo d'ar gêr hag a dalvez geun brav (beau marais e galleg).

Fedoù berr-ha-berr Anv ofisiel, Stad ...

]]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Savet e voe Biwmares evel m'emañ bremañ e dibenn an XIIIvet kantved, goude aloubadeg Enez Mon gant ar roue saoz Edouarzh Iañ. Lakaat a reas sevel ur c'hastell en ul lec'h ma oa ur gêriadenn anvet Llan-faes. Skarzhet e voe tud ar gêriadenn, kaset e voent da Niwbwrch, ha dont a reas Saozon d'ober o annez er gêr nevez e-kichen Kastell Biwmares, a oa unan eus kreñvlec'hioù saoz hanternoz Kembre, evel Kastell Caernarfon, Kastell Harlech pe c'hoazh Kastell Conwy.

Hiziv n'eo ket Biwmares ur greizenn velestraduel a bouez ken : e Llangefni emañ Kuzul kontelezh Mon (Sir Fôn). Derc'hel a ra Biwmares da vezañ ul lec'h darempredet koulskoude, gant miliadoù a douristed o tont di bep bloaz.


Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads