Botelo

From Wikipedia, the free encyclopedia

Botelo
Remove ads

Ar botelo (e portugaleg ha galizeg), zo ur silzigenn sec'h mogedet, gant kig moc'h, ha tammoù eskern enni. Anvioù all zo c'hoazh : butelo, bucho, palaio de Vinhais, botillo en spagnoleg, butiellu en leoneg, diwar ar ger latin bottellus, a zo bouzell e brezhoneg. Anvioù all zo c'hoazh e toleadoù all.

Thumb
Ar botelo, ur meuz eus Portugal.
Thumb
Meur a votelo e gwerzh en ur stal e Portugal.

E Portugal eo brudet an hini anvet chouriço de ossos de Vinhais, e Vinhais, e Trás-os-Montes. E Spagn, e proviñs León, eo ken brudet all hini El Bierzo. E Galiza eo e proviñsoù Lugo hag Ourense e vez graet dreist-holl.

Ouzhpenn kig moc'h a vez lakaet e-barzh : eskern ha migorn kostezennoù a vez lakaet ivez, ha holen, kignon, lore, ha gwin alies, ruz pe gwenn, eus ar vro. Da c'holo e reer gant bouzellenn, c'hwezigell, pe stomog al loen.

Remove ads

Lidoù

E meur a foar e vez lidet ar botelo:

  • en Galiza:
  • en Portugal
    • en Quinta das Covas, Gimonde, Tras-os-Montes, er Festa do Butelo e Caldo de Cascas.

Pennad kar

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads