Brezel Afghanistan (2001-2021)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Brezel Afghanistan (2001-2021)
Remove ads

Brezel Afghanistan a zo bet ur brezel a badas eus ar bloaz 2001 betek 2021. Kroget e oa gant ur C'hengevread etrebroadel renet gant Stadoù-Unanet Amerika evit aloubiñ Afghanistan, freuzañ an emirelezh Taliban ha sevel ur republik islamek degemezret asantet etrebroadel tri bloaz war-lerc'h.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Anv ofisiel ...

Echuet e oa ar brezel e 2021 goude un argadenn Taliban, a echuas gant freuzadenn ar republik islamek hag adsevel un Emirelezh islamek. Bet e oa bet ar brezel hirañ en istor Stadoù-Unanet Amerika, padet e oa 6 miz pelloc'h eget hini Vietnam (1955–1975).

Bilañs denel ar brezel a zo bet drastus. En holl ez eus bet etre 176 000 ha 212 000 den marvet. 46 319 trevour en o zouez. Ouzhpenn 5,7 milion a Afghaned a zo distroet en Afghanistan goude aloubadeg 2001, met pa oa distroet an Dalibaned er galloud e 2021, 2,6 milion a Afghaned a zo repuidi c'hoazh. E-tro 4 million anezho a zo tec'het d'an estren-vro.

Remove ads

Harp d'an dalibaned

Russia hag Iran

Dres goude gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001, nerzhioù Iran, dreist-holl ar Gwarded reveulzier renet gant Qasem Soleimani o devoa sikouret SUA, dre guzh. Harpet o doa a-enep stourmerien Al-Qaeda a sikoure an Dalibaned. Echuet e oa ar sikour goude ar gomzadenn lesanvet The Axis of Evil a oa bet d'an 29 a viz Genver 2002. Er gomzadenn e oa bet graet eus Iran ur "Stad harper ar sponterezh hag ur riskl evit ar peoc'h er rann-vro". Goude-se nerzhioù lu Iran a oa bet muioc'h-muiañ enebet ouzh an nerzhioù stadunanat er rann-vro.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads