Enez-Vriad
kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Briad pe Enez-Vriad a zo ur gumun eus kanton Pempoull, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor e Breizh.
Remove ads
Douaroniezh
Anv enezenn vrasañ enezeg Briad a zo dirak aod Breizh etre genoù an Trev ha bae Sant-Brieg, nepell diouzh Plaeraneg, er su, ha Pempoull, er reter, eo ivez. Tachenn ar gumun a zo enni ivez ur bern reier hag enezennoùigoù tro-dro.
Kumunioù amezek
Istor
Ragistor
- Kavet e voe merkoù annezadur eus an neolitik.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- 31 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,05 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed
- D'ar 16 a viz C'hwevrer 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F (marilhet 42-2967 ha kodet PU-G) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) e donvor Enez-Vriad gant unnek milour en e vourzh; lazhet e voe e unnek nijour, ne voe adkavet korf ebet[3].
- D'ar 5 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Spitfire eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force') en Enez Vriad[4].
- Mervel a reas trizek den ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[2].
Trevadennoù
- Brezel Indez-Sina: ur soudard eusar gumun a varvas e 1951.
Remove ads
Sevenadur
- En Enez-Vriad e oa bet troet ar film Les Enfants du naufrageur gant ar filmaozour gall Jérome Foulon adalek miz Mae 1991.
Brezhoneg
Ar Brezoneg er Skol
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[5].
Ya d'ar Brezhoneg
- D'an 19 a viz Kerzu 2009 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
Monumantoù ha traoù heverk
- Monumant ar re varv.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
Marvet int e-pad an Eil brezel-bed[6].
Tudoniezh

Boas e oa an dud paour da lakaat kaoc'h-saout da sec'hañ pa n'o doa ket koad d'ober tan.
Poblañs
Emdroadur ar boblañs
abaoe 1793

abaoe 1962
Tud dibar
- Jacquette de Bretagne, itron Briad, merc'h Arzhur III (dug Breizh), pried Arthur Brécart, skoedour Arzhur III, konetabl Roazhon ha kabiten Mervent, ar Coudray-Salbart ha Sant-Albin-an-Hiliber. He ardamezioù voe dibabet evel re enez Vriad.
- Colette (1873-1954) zo bet o chom ur prantad amzer en enez Venniged e ti ur mignon.
- Marc Chagall (1887-1985) en deus livet e 1924 Ar prenestr war Enez Vriad, miret e Kunsthaus Zurich[8].
- Marie-José Chombart de Lauwe (1923), rezistantez ha sokiologourez.
- Bernard Buffet (1928-1999), livour.
- Erik Orsenna (1947), skrivagner bet graet e annez eno e-pad un toullad bloavezhioù.
Remove ads
Skeudennoù
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


