Claudio Beauvue

From Wikipedia, the free encyclopedia

Claudio Beauvue
Remove ads

Claudio Beauvue, ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1988 e Saint-Claod (Gwadeloup), a zo ur melldroader gall hag a c'hoari araoger hag askeller dehou e Leganés abaoe 2017.

Thumb
Claudio Beauvue o pleustriñ gant skipailh EAG an 10 a viz Gouere 2014

Buhezskrid :

E Troyes:

O tont eus Sant-Claod en Gwadeloup, Claudio Beauvue a grog da c'hoari mell-droad en e glub lec'hel anvet Fumerolles Saint-Claod. D'an oad da 13 bloaz ez eo diskuliet gant Vincent James, un tutaer evit ar c'hluboù eus al Liger-Atlantel, mont a ra neuze kuit eus Gwadeloup evit mont gant kevreadelourien 14 bloaz e Kerc'hfaou. Goude-se ez a etre 15 ha 18 bloaz e kreizenn stummañ an FC Naoned.

D'ar 24 a viz Eost 2007, e c'hoari e vatch a-vicher gentañ, d'an oad da 19 bloaz, e-pad ar 5vet devezh Lig 2 a-enep da skipailh an SC Bastia. Lakaat a ra goude-se e bal gentañ a-vicher e Dijon e-pad an 33vet devezh, er munutennoù ouzhpenn, ar pezh a ro ur poent d'e skipailh (2-2).

E-pad e stummadur, e kav un emglev gant klub Troyes evit sinañ e gevrat micherel kentañ e-pad an hañv 2008.

Goude ar rannvloaz 2008-2009, pa'z eo an ESTAC diskennet en National, anvet bremañ CFA1, Claudio n'eus c'hoant kuitaat e glub. Meur a skipailh Lig 2 a zo plaset mat hag ober a ra un taol-esae ur sizhunvezh e skipailh Watford (D2 saoz), met klub Troyes n'eus ket c'hoant laoskel anezhañ da vont kuit. E fin ar rann-vloaz, e pign en-dro ar skipailh e Lig 2, a-drugarez d'e 3de blas er c’hampionad.

Kadarnadur e Châteauroux (2011-2013):

An 23 a viz Meurzh 2011, e vez prestet Claudio (gant un diuzad prenañ) evit ar rannvloaz 2011-2012 e Châteauroux goude bezañ sinet un astenn kevrat.

Remove ads

Roll e loreïdioù

Muioc'h a ditouroù Bloavezh, Skipailh ...

Alc'hwez :

K : Krogad (niver a grogadoù c'hoariet)

P : Pal (niver a balioù lakaet)

Kp : Kasadenn pal (niver a gasadennoù pal roet)

Thumb
Claudio Beauvue o c'hoari
ouzh FK Zenit Sant-Petersbourg (gant Lyon).
Remove ads

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads