Coluche

From Wikipedia, the free encyclopedia

Coluche
Remove ads

Michel Gérard Joseph Colucci, lesanvet Coluche, a oa ur fentigellour hag aktour gall, ganet d'an 28 a viz Here 1944 e 14vet arondisamant Pariz hag aet da Anaon d'an 19 a viz Even 1986 en Opio (Alpes-Maritimes).

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thumb
Tresadenn Coluche doare bloavezhioù 1970

Mab d'un enbroad italian ha d'ur vaouez c'hall, Michel Colucci zo bet desavet en Montrouge. Choaz a reas al lesanv « Coluche » d'an oad a 26 vloaz, pa grogas gant hent ar fentigellouriezh. Ne oa ket direnket gant an dizoare ; hervezañ, « hep bezañ hudur biken », Coluche a gav un doare da vezañ nevez ha flemmus gant un ton dieub er music-hall, o tagañ an difennoù, an talvoudegezhioù mat ha politikel er gevredigezh. E 1975 e teuas da vezañ brudet dre lua ur c'hoari skinwel : Le Schmilblick.

A-raok 1976 e oa un aktour bihan gant rolloù a-eil er sinema nemetken. Goustadik e voe fiziet ennañ rolloù kreiz, evel en L'Aile ou la Cuisse gant Louis de Funès. Er bloavezhioù 1980 e voe gwelet e filmoù a reas berzh bras, dreist-holl filmoù fentus. E 1977 e krogas gant ar seveniñ filmoù en ur vezañ kenbroduer Vous n'aurez pas l'Alsace et la Lorraine gant Marc Monnet. Brudet mat e voe evel aktour eo bet gant berzh Inspecteur la Bavure (1980), Le Maître d'école (1981), Deux Heures moins le quart avant Jésus-Christ (1982), Banzaï (1983), La Femme de mon pote (1983) pe La Vengeance du serpent à plumes (1984) c'hoazh. E 1984 e voe enoret gant César ar gwellañ aktour evit e roll drama en Tchao Pantin gant Claude Berri.

Tro-ha-tro atahiner pe stourmer war an domani sokial, en em ginnig a reas evel danvez prezidant evit dilennadegoù Bro-C'hall 1981 a-raok paouez, gwasket ha gourdrouzet ma oa bet. Brudet spontus ha karet gant ar bobl, sevel a reas e 1985 ar gevredigezh Les Restos du cœur, a sikour ar re baourañ. Mervel a reas un nebeud mizioù goude en ur gwallzarvoud moto.

Remove ads

Buhez

Yaouankiz

Michel Colucci a zo bet gant d'an 28 a viz Here 1944, e mammelezh Notre-Dame de Bon Secours er XIVvet arondisamant Pariz. Ur c'hoar henañ a oa gantañ, Danièle, ganet e 1942. Ar vamm, Simone Bouyer lesanvet Monette (1920-1994), a oa o labourat er stal bleunioù Baumann, boulevard du Montparnasse. An tad, Onorio Colucci, ganet e Casalvieri (rannvro al Latium) en Italia, a oa livour war savadurioù. Ganet, d'an 29 a viz Du 1916, a oa marvet 31 a viz Here 1947, oadet a 30 vloaz, gant ur poliomielit. He unan ar vamm a rank labourat evit bouetañ an tiegezh. Dilaosket gant ar familh gaer (nemet Maria, mamm Onorio a dremen da welet anezhi hag ar vugale), Monette, Danièle, a vo gwreg René Metge, ha Michel a vev an holl asambles en ur pezhig hag er gegin.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads