Bro-C'hall tramor

From Wikipedia, the free encyclopedia

Bro-C'hall tramor
Remove ads

Bro-C'hall tramor, anvet ivez DOM-TOM, eo an holl zouaroù a zo war un dro dindan galloud Bro-C'hall hag er-maez eus Bro-C'hall, pe er-maez eus ar metropol, pe ar vammvro. Aspadennoù int eus an Impalaeriezh trevadennel c'hall, ha dre c'hoap e komzer a-wechoù eus "confetti an Impalaeriezh".

Thumb
Kartenn eus an darn vrasañ eus an douaroù gall er memes skeuliad

2 653 942 a dud a oa e Bro-C'hall tramor, pe en DOM-TOM d'ar 1añ a viz Genver 2010.[1]

Kaoz a vez eus DOM-TOM, da lavarout eo Département d'outre-mer - Territoire d'outre-mer evit komz eus douaroù hag a zo disheñvel o statud alies.

Remove ads

Statudoù disheñvel

Thumb
Bro-C'hall tramor (kartenn fazius)

Departamantoù ha rannvroioù gall tramor

Un toullad douaroù gall zo anvet Departamantoù ha rannvroioù gall tramor a zo heñvel o statud ouzh hini pep departamant gall ha pep rannvro c'hall. Sed o anvioù:

Gwadeloup, Martinik, ha Gwiana a ya d'ober departamantoù gall Amerika (DFA). Abaoe kempenn ar Vonreizh c'hall e 2008 ez int aotreet da sevel reolennoù zo, war traoùigoù zo, er-maez eus moneiz, broadelezh c'hall, arme, politikerezh diavaez, polis, dilennadegoù, justis.

En Unaniezh Europa emañ an DOM, anezho Rannvroioù Tro-war-dro Pellañ (régions ultrapériphériques)[2]..

Strollegezhioù tramor

Pa gomzer eus strollegezh tramor (COM) e komzer eus douaroù disheñvel o statudoù. Bez' ez int:

Kaledonia-Nevez

Kaledonia-Nevez zo ur strollegezh sui generis, disheñvel he statud diouzh ar re all.

Remove ads

An Douaroù aostral hag antarktikel

Tiriad Douaroù aostral hag antarktike Frañsl (berraet e TAAF e galleg) a zo un tiriad tramor gant ar statud dezhe o-unan. An Inizi Strewet (Bassas da India, Europa, Inizi Glorius, Juan de Nova, Tromelin) a zo pempet distrig an TAAF abaoe 2007. Ar re ziwezhañ-mañ a zo arc'het gant Stadoù all.

Clipperton

Enez Clipperton zo perc'henniezh prevez d'ar Stad c'hall, meret war-eeun gant ministr gall an douaroù tramor abaoe 2007.

Remove ads

Roll an douaroù tramor gall

Douaroù tudet

Muioc'h a ditouroù Statud, Niver a dud (Genver 2010) ...
Muioc'h a ditouroù Banniel, Anv ...


Douaroù antarktikel

Liammoù diavaez

Remove ads

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads