Danae

From Wikipedia, the free encyclopedia

Danae
Remove ads

Danae (Δανάη / Danáê e henc'hresianeg) a oa merc'h da Akrisios, roue Argos, ha da Eurydike. Mamm an haroz Perseüs e oa ivez.

Thumb
Danae, gant Jan Gossaert (1527)
Thumb
Danae, gwelet gant al livourez italian Artemisia Gentileschi.
Thumb
Danae Gustav Klimt (1907). Un tamm mat erotekoc'h eo ar glav amañ.

Ar vojenn

Mantret e oa ar roue Akrisios dre ma n'en doa mab ebet. Goulenn a reas neuze digant un orakl hag un hêr a deuje dezhañ. Hag egile da lavarout dezhañ e vije lazhet gant mab e verc'h. Evel-just ne oa ket troet ar roue da c'hortoz taol ar marv re vuan, ha kraouiañ a reas e verc'h en un tour arem, da virout outi a c'henel mab ebet.

An doue Zeus he c'hare e kuzh avat ha donet a reas un noz en he c'hell e stumm ur glav alaouret (hervez mojennoù all e oa ur bann-heol).

Brazezet e voe ar briñsez gantañ er stumm-se ha genel a reas Perseüs. Droug a oa er roue avat, met n'en doa ket c'hoant da sachañ warnañ kounnar Zeus ma raje droug da vab an doue. Lakaet e voe e verc'h hag e vab-bihan gantañ en un arc'h koad, da ziskouez d'an dud. Goude e voe taolet an arc'h er mor.

Sioulaet e voe ar mor gant Poseidon, war c'houlenn Zeus. Degouezhout a reas mamm ha mab en enez Serifos. Skoazellet e voent gant Diktys, breur ar roue Polydektes, a zesavas Perseüs vihan. Ar roue avat a glaskas he rediañ da zimeziñ gantañ. Perseüs a oa bet e-keit-se o lazhañ Medousa, a oa o tont en-dro gant penn eben. Pa glevas ar c'heloù e troas ar roue e maen hag e tec'has gant e vamm hag int war o c'hiz da Argos.

Diwezhatoc'h, eme Vergilius, ez eas Danae da Italia ma savas kêr Ardea. Un tamm bec'h a savas etre he mab-bihan Turnus hag Aineias da c'houzout piv a zimezje gant Lavinia.

Remove ads

Oberennoù arzel

Mojenn Danae zo bet livet kalzik, hag ar glav aour ivez:

Remove ads

Taolennaoueg

Pennadoù kenstag

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Steredoniezh

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads