Decantae

From Wikipedia, the free encyclopedia

Decantae
Remove ads

An Decantae zo ur bobl eus Enez Vreizh ha ne anavezer nemet dre ur meneg hepken gant an douaroniour Klaudios Ptolemaios war-dro 150. Diouzh a gomprener en e skrid e vevent a-hed aod kornôk ar Moray Firth, e kornad ar c'h-Cromarty Firth, en hanternoz da Moger Antoninus eta. N'eus meneg ebet eus kêr ebet nag anv lec'h ebet.

Thumb

Anv

Rivet & Smith, p. 330.

  • Ptol. II, 3, 8 : LECANTAE / DECANTAE
  • Ravenna 1088 : DECHA

Gerdarzh

Keltiek e c'hall an anv bezañ, marteze diwar ar wrizienn *deko-, "mat" pe "gwellañ". Marteze diwar *dekan-, an niver "dek". Pobloù all a gaver an hevelep gwrizienn en o anv : an Deceangli e Kembre, an Deciates e Liguria, hag un anv den, Decantilla, e Galia.

Rivet & Smith a chom diasur war an talvoudegezh (gwelout ivez Deceangli : none can be suggested = n'ez eus netra da aliañ)

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads