Dwayne Douglas Johnson, ganet d'an 2 a viz Mae1972, brudetoc'h dre e lesanv ring The Rock, zo un aktour, produer ha katchour stadunanat. Johnson a zo ganet en Hayward (Kalifornia). Dilojet e oa da Florida e 1989 hag eno e oa kroget gant ar vell-droad e skol-veur Miami. Gounezet en doa ar c'hampionad broadel gant ar skipailh-se e 1991. Soñjet en doa da gentañ mont gant hent ar vell-droad a vicher, a-benn ar fin Johnson a oa kroget gant ar gourdoniñ evel katchour e-pad an hañv 1995 goude bezañ gloazet don en e skoaz. Johnson a oa bet lakaet e anv evel unan eus ar c'hant den o deus ar muiañ a levezon dre ar bed er bloavezh 2016 gant ar gazetenn Time.
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Teen Choice Awards, Wrestling Observer Newsletter Hall of Fame, star on Hollywood Walk of Fame
Bet kinniget evit
MTV Movie Award for Best Fight, MTV Movie Award for Best Villain, Golden Raspberry Award for Worst Actor, NAACP Image Award for Entertainer of the Year