Emsav Stadel Breizh

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Emsav Stadel Breizh a oa ur strollad politikel brezhonek e dibenn ar bloavezhioù 1960.

Krouet e voe e dibenn 1967, ha freuzet e dibenn 1976[1].

Tud evel Francis Favereau, Tangi Louarn, Abanna, Lukian Kergoat, Yann-Ber Tillenon, Reun ar Glev, Erwan Kervella, Youenn Olier, Paol Kalvez pe c'hoazh Padrig an Habask a zo bet er strollad-se.

Evito, ren e vuhez e brezhoneg oa "pazenn gentañ an emsav".

Kroget en doa ESB da sevel ur Stad vrezhonek e Breizh.

Brudet eo ESB evit bezañ "tarzhet ar c'hombod broadel", evit an emzezrannoù dre skrid a veze da ober, hag evit bezañ "tarzhet ar c'hombod renkadel".

Ur gelaouenn hollvrezhonek a veze embannet gant izili ar strollad, Emsav[2] hec'h anv.

Remove ads

Liamm diavaez

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads