Elesbed II

From Wikipedia, the free encyclopedia

Elesbed II
Remove ads

Elesbed II (Elizabeth Alexandra Mary ent-ofisiel ; Mayfair, Londrez, 2 a viz Ebrel 1926Kastell Balmoral, Aberdeenshire, 8 a viz Gwengolo 2022) zo bet rouanez Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Hanternoz Iwerzhon eus 1952 da 2022.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Reizh pe jener ...
Remove ads

Rouanez meur a wech

Rouanez Kanada, Aostralia, Zeland-Nevez, Jamaika, Barbados, ar Bahamas, Grenada, Papoua Ginea-Nevez, Inizi Salomon, Tuvalu, Saint Lucia, Sant-Visant hag ar Grenadinez, Belize, Antigua ha Barbuda, Saint Kitts ha Nevis ivez eo Elesbed II, hag e pep hini eus ar broioù-se ez eus dileuriet ur Gouarnour-Jeneral.

Ur ren hir

D’an 9 a viz Gwengolo 2015 eo deuet da vezañ ar rieg saoz an hirañ e ren, en tu-hont eta da hini ar rouanez Victoria, a oa chomet 63 bloaz, 7 miz ha 2 zeiz war an tron. Pa varvas Elesbed e oa chomet 70 bloaz, 7 miz ha 2 zeiz war an tron. E-touesk an holl roueed hag ar rouanezed en istor eo Loeiz XIV an hini nemetañ gant ur ren hiroc’h: 72 vloaz, 3 miz hag 18 deiz.

E yezhoù all

Isabel eo hec'h anv e spagnoleg, portugaleg, ha galizeg.

Familh

Pried

Bugale

  • Charles, Priñs Kembre (ganet e 1948)
  • Anne, Priñsez Real (ganet e 1950)
  • Andrew, Dug York (ganet e 1960)
  • Edward, Kont Wessex (ganet e 1964)

Levrlennadur

Ar Gouloù Gwenn n°24, gwengolo 2022 : Elizabeth II, tost kant vloaz a Rouantelezh-Unanet.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads