Euro
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An euro (arouez: €, kod bank: EUR) zo anezhañ ar moneiz nemetañ e 20 Stad ezel eus Unaniezh Europa (anvet Takad an euro pe Euroland) ha hini ensavadurioù Europa. Implijet e vez evel moneiz de facto e stadoù all ivez : Kosovo ha Montenegro. Implijet e vez ivez, ent-ofisiel, gant korrstadoù zo: Andorra, Monaco, San Marino, Vatikan, hag ivez Akrotiri ha Dhekelia, bonnoù arme ar Rouantelezh-Unanet e Kiprenez. Moneiz 320 milion Europad eo, hag ouzhpenn 200 milion a dud all a ra gant ur moneiz merket gantañ.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Kod ISO 4217 | EUR (niv. 978) |
| Implijet e | |
| Monc’hwezh | 3.0% |
| Andon | (en) Bank Kreiz Europa Kerzu 2007 |
| Liammet gant | 8 currencies
|
| Rannadur | |
| 1/100 | sent, liard gerioù all a vez lâret e yezhoù european zo |
| Arouez | € |
| Plural | Euroioù |
| sent, liard | gwelet ar pennad |
| Pezhioù | |
| Implijet alies | 1, 2, 5, 10, 20, 50 sent, 1 €, 2 € |
| Implijet ral | 1 ha 2 sent (e Finland hag an Izelvroioù) |
| Bilhedoù | |
| Implijet alies | 5 €, 10 €, 20 €, 50 € |
| Implijet ral | 100 €, 200 €, 500 € |
| Bank-kreiz | Bank Kreiz Europa |
| Lec'hienn | www.ecb.int |
| Mouler | printers
|
| Lec'hienn | [http:// websites
websites
|
Rannet eo an euro e 100 cent (skrivet EUROCENT war ar pezhioù). Roet eo e von gant Bank Kreiz Europa. An eil moneiz eo evit an treuzgreadoù[1], war-lerc'h an dollar US hag a-raok ar yuan sinaat. Deuet eo da vezañ moneiz kentañ ar bed abaoe miz Kerzu 2006 dre an niver a vilhedoù en implij (kement a 610 miliard €).[2]
Implijet eo evel moneiz kontouriezh er marc'hadoù arc'hant abaoe 1999 ha lañset e voe e pezhioù ha bilhedoù e 2002. Deuet e oa war-lerc'h an ECU (European Currency Unit) da lâret eo unanenn voneiz Europa) gant ur feur a 1:1.
Remove ads
Daveoù
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

