Feskenn

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ar feskennoù (pe ar feskinier, pe an divfeskenn), pe peñsoù, pe ar c'hlunioù (pe an divglun) eo al lodenn fonnusañ eus revr an dud.

Kig

Komzet e vez eus feskenn un ejen ivez pa gomzer eus boued.

Feskennoù an dud

Thumb
Ar gluteus maximus a zo unan eus kigennoù ar feskennoù.

Teir c'higenn gluteus dreist-holl a zo ouzh o ober: ar gluteus bras, ar gluteus krenn, hag ar gluteus bihan. Gante o-zeir eo e c'haller sevel ar c'haol ha treiñ ar vorzhed.

Gerioù deveret

  • Ur feskennad, a zo un taol, pe taolioù, war ar feskinier. Peñsad, revrad, revriad, tersad, zo heñvelster.
  • Feskennata (evel peñsata, tersata) zo skeiñ war ar feskinier. An ober-se, e-barzh an desevel bugale, zo deuet da vout diamzeriet. E-barzh revelezh tud zo avat n'eo ket.
  • Un den feskennek, a zo tersek, peñsek.
    • An anv Peñseg zo brudet e Kerne Izel, ha dre Vreizh a-bezh gant ar politikour Louis Le Pensec hag ar reder war varc'h-houarn Ronan Pensec.

Gerioù heñvelster

Thumb
Divfeskenn ur vaouez.

Sede un nebeud gerioù all a reer ganto e-lec'h lavarout feskennoù:

  • peñsoù
  • tersoù
  • divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
  • pastelloù
  • moñselloù
  • leternioù

Arz

Awenet eobet an arzourien gant feskennoù brav.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads