Gaou
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kontañ gaou, livañ gevier, zo kontañ traoù dre gomz pe dre skrid evit touellañ an dud peurvuiañ, pa ouzer n'eo ket ar wirionez. Gaouiaded pe gaouierien eo an dud a gont gevier.

Furien Sina
Ar prederour sinaat Konfusius a sav a-enep ar gaou, met kavout a ra dezhañ eo ret gouzañv re ar varc'hadourien rak panevet da se n'hallint ket gounit o bara.
Lao Zi en deus kelennet ne dle ket an den yaouank vertuzius kilañ rak disklêriañ pep gaou, ha pa vije bet graet gant e dad, met ne sav ket Konfusius a-du gantañ : arabat eo d'ur mab diskuilh e dad, Muiañ a c'hall ober eo chom hep mont da heul an dud a skouer fall.
Remove ads
Abegoù da livañ gevier
Meur a dra a c'hall bezañ kaoz d'un den da gontañ gevier : an emgarantez, an aon, an dismegañs, al lorc'h, ar warizi, ar gasoni, ar garantez en o zouez.
Gwir
Ober gaou da unan bennak er gwir a dalv ober un dra bennak fall dezhañ hag a-youl vat.
Levrlennadur
- Eosten Hippo : De Mendacio ("A-zivout livañ gevier").
- Cansoun dei mensònegai (Son ar gevier), kanaouenn okitanek.
Pennadoù kar
- gaouad
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
