Gavrilo Princip
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Gavrilo Princip (25 a viz Gouere 1894 - 28 a viz Ebrel 1918) e voe ar Serb Bosniat hag a lazhas an arc'hdug Franz Ferdinand Aostria-Este hag e wreg Sofía Chotek d'ar 28 a viz Mezheven 1914 e Sarajevo.

Kement-se a voe kaoz d'ar Brezel-bed kentañ da darzhañ.
Ganet e voe Princip en Obljaj, a zo e Bosnia-ha-Herzegovina bremañ. Ezel e oa eus ur c'helc'h broadelourien serb stag ouzh al luskad "Dorn Du" (serbeg : Црна рука Crna ruka), a glaske unaniñ Bosnia ouzh Serbia.
D'an 28 a viz Mezheven 1914 e oa an arc'hdug Franz Ferdinand, hêr da gurunenn impalaeriezh Aostria-Hungaria, da vont da di-kêr Sarajevo. P'edo en hent e voe tennet warnañ ha war e wreg gant Princip, ha mervel a rejont buan goude.
Klask a reas Princip en em lazhañ, met harzet e voe. Barnet e voe ha kondaonet da vezañ toullbac'het e vuhez-pad. Mervel a reas diwar an dorzhellegezh er vac'h e 1918.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads