Ginea

From Wikipedia, the free encyclopedia

Ginea
Remove ads

Ginea (ent-ofisiel Republik Ginea) zo ur stad eus kornôg Afrika. A-wechoù e vez graet Ginea Conakry anezhi evit lakaat kemm etrezi ha div stad all anvet Ginea en Afrika : Ginea-Bissau ha Ginea ar C'heheder. En-dro da C’hinea emañ Ginea-Bissau er c’hornôg, Senegal en hanternoz, Mali er biz, Aod an Olifant er reter, Liberia ha Sierra Leone er c’hreisteiz, hag ar Meurvor Atlantel er c’hornôg.



Fedoù berr-ha-berr Kêr-benn, Yezh(où) ofisiel ...

Poblet eo gant un eizh milion bennak a dud. Conakry (Konaakiri) eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ, gant ur milion hanter a annezidi. Kêrioù bras all zo evel Nzérékoré, Kindia ha Kankan.

Diforc’hioù bras zo er vro etre an arvor, douaroù uhel ar menezioù Fouta Djallon, savanenn an hanternoz hag ar gevred zo koadet-stank. Ar stêrioù Niger, Gambia ha Senegal zo o eien e Ginea.

Un drevadenn c’hall e oa, a-raok 1958 pa oa bet embannet ur stad dizalc’h. E-pad pell eo bet renet ar vro gant diktatouriezh « sokialour » Ahmed Sékou Touré.

Ar galleg eo ar yezh ofisiel e Ginea. Meur a yezh all a gaozeer er vro, evel ar fulfulde pe pulaar, ar maninka

Remove ads

Douaroniezh

Istor

Rannvroioù

Thumb
Rannvroioù Ginea

Rannet eo Ginea e 8 rannvro velestradurel :

Pe e peder rannvro naturel :

  • Basse Guinée
  • Moyenne Guinée
  • Haute Guinée
  • Guinée Forestière

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads