Guam

tiriad diembarzhet ar Stadoù-Unanet Amerika From Wikipedia, the free encyclopedia

Guam
Remove ads

Guam (e saozneg) pe Guåhån (e chamorro) zo un enezenn e kornôg ar Meurvor Habask, er su da Inizi Mariana an Hanternoz, dalc'het gant Stadoù-Unanet Amerika abaoe 1898. Hagåtña (a oa Agaña en amzer an drevadennerien spagnol) eo ar gêr-benn. Ar vrasañ eus Inizi Mariana eo Guam.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Deiziad krouiñ ...
Thumb
Pelec'h emañ Guam er Meurvor Habask.
Thumb
Kartenn eus Guam
Thumb
Guam eus an oabl.

Ar bobl chamorro eo pobl orin Guam, degouezhet eno war-dro 4 000 bloaz zo. Dizoloet e voe er XVIvet kantved gant Fernão de Magalhães oc'h ober tro ar bed d'ar 6 a viz Meurzh 1521. E 1668 e voe savet an drevadenn gentañ gant Spagnoled hag en o zouez ar misioner katolik Padre San Vitores. E-pad ouzhpenn daou c'hant vloaz e voe un ehanlec'h e Guam evit Galionoù spagnol Manila a-raok dezho treuziñ ar Meurvor Habask bep bloaz. Betek 1898 e chomas etre daouarn ar Spagnoled, ha kemeret e voe gant ar Stadoù-Unanet e-kerzh ar Brezel 1898, etre Spagn ha SUA. Gant feur-emglev Pariz e voe roet da vat da SUA.


Muioc'h a ditouroù Rannadurioù Stadoù-Unanet Amerika ...
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads