Hans Talhoffer
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Hans Talhoffer (Dalhover, Talhouer, Thalhoffer, Talhofer), ganet e-tro 1410 ha marvet e-tro 1480, a oa ur mestr emgannañ alaman eus ar XVvet kantved. N'eo ket sklaer al liammoù en devoa gant hengoun an emgannañ met ar skridoù diwar e zorn a seblant diskouez e oa liammet ouzh Johannes Liechtenauer, penn ur skol emgannañ alaman brudet. Talhoffer a oa un den desket mat ha dedennet bras gant an astrologiezh, ar matematik hag an anvadurezh. Skrivet en deus pemp levr war an emgannañ d'an nebeutañ e-pad e vuhez. War e seblant e oa ivez ur gourdoner ha kelenner emgannañ.
- Ur splujer gwisket
- Un emgann lezennel
- Un emgann lezennel gant skoedoù
- Skoedoù emzifenn evit tagañ
- Un tank eus ar grennamzer
- Hans Talhoffer gant ar chadenn torret

Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
