Hilas
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Hilas (Ύλας e henc'hresianeg) a oa mab d'ar roue Tiodamante, ha karet gant Herakles. Perzh a gemeras e beaj an Argonaoted.


Ar vojenn
Un ehan a reas lestr an Argonauted e Bitinia, tost da gêr Misia. Aet e oa Hilias da gerc'hat dour pa en em gavas gant nimfenned: tapet e voe gante, ha sachet en dour da viken.
Herakles a oa nec'het o welout ne zistroe ket Hilas. Klemmichat a rae en ur c'hervel e serc'heg, en aner, p'edo o vale dre ar c'hoadoù. Gantañ e oa al Lapit Polifemos, o sikour. E-keit-se e voe savet an eor gant an Argonaoted, hep gortoz an dud diskennet d'an aod.
Remove ads
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

